Breizh vev
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Breizh vev pe "Bretagne vivante" (anv nevez an SEPNB) a zo pennañ kevredigezh Breizh o labourat war tachenn an endro.
Orinoù Breizh vev a gaver e Kelc'hioù douaroniel ha naturalour Penn-ar-Bed, krouet e 1953 gant Marcel Gautier, Michel-Hervé Julien hag Albert Lucas. E 1958 e tibabont krouiñ an SEPNB (Société pour l'étude et la protection de la nature en Bretagne - Kevredigezh evit studi ha gwareziñ natur Breizh) hag a gemero tamm-ha-tamm plas ar gevredigezh gentañ.
Buan-tre e tioro an SEPNB, evit tizhout 2500 ezel e 1967. Kreñvañ kevredigezh gwareziñ an natur eo er Stad C'hall.
Ur pouez bras he deus bet ar gevredigezh-se e Breizh evit krouiñ un emskiant eus kudennoù an natur hag an endro.
Kemer a ra perzh ivez dibaoe fin ar bloavezhioù 1960 er stourmoù ekologel:
- A-enep d'al lanvioù du : Torrey Canyon, Amoco Cadiz, Tanio, Erika, h.a.
- A-enep d'ar raktresoù kreizennoù nukleel e Breizh : An Erdeven, Plonger, Pentelloù, Plogo, h.a.
Krouiñ ha merañ a ra ivez tachennoù gwareziñ an natur.
Taolenn |
[kemmañ] Prezidanted
- 1953-1959: Marcel Gautier
- 1959-1966: Robert Lami
- 1966-1973: Albert Lucas
- 1973-1976: André Guilcher
- 1976-1978: Yves Le Gal
- 1978-1981: Jean-Claude Demaure
- 1981-1984: Jean-Yves Monnat
- 1984-1988: Jean Salaün
- 1988-1990: Maurice Le Démézet
- 1990-1991: Jean Salaün
- 1991-1994: Bernard Guillemot
- 1994-1996: Raymond Sibileau
- 1996-1999: Bernard Guillemot
- 1999-2002: Jacques Ros
- 2002-2003: Ivan Théry
- 2003- : Bernard Guillemot
[kemmañ] Sekretourien meur
- 1959-1966: Michel-Hervé Julien
- 1966-1973: Jean Didier
- 1973-1981: Maurice Le Démézet
- 1981-1998: Max Jonin
- 1998- : François de Beaulieu
[kemmañ] Levrlennadur
- Le Démézet (Maurice), Maresca (Bruno), La protection de la nature en Bretagne. La SEPNB (1953-2003), Roazhon, PUR, 2003.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Lec'hienn ar gevredigezh (e galleg)