Doareoù-skrivañ brezhoneg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Doare-skrivañ ar brezhoneg, skridoù ha geriadurioù
Taolenn |
[kemmañ] Istor reizhskrivadur ar brezhoneg
Ar c'hoshañ skrid brezhoneg a zo anavezet gant ar ouizieien eo dornskrid Leyde en Izelvroioù, hag a zo ul lodenn vihan eus ar pezh a oa moarvat un dornlevr mezegiezh. Aze, e-kichen al latin, ez eus bommoù brezhoneg eus an VIIIvet kantved. Studiet mat eo bet gant ur c'helenner eus Skol-Veur Roazhon anvet Léon Fleuriot hag en deus savet ur geriadur hag ur yezhadur eus an henvrezhoneg diwar an holl dornskridoù bet lennet gantañ.
Ar C'hatolikon, pe levr hollek, eo anv ar geriadur kentañ bet savet en brezhoneg pe en krennvrezhoneg, ar yezh evel ma oa d’ar c’houlz-se er XVvet kantved, hag ez eo hennezh ar geriadur kentañ bet graet en galleg zoken, hag ouzhpenn-se, e vez kavet ivez troidigezh latin pep ger, rak an teir yezh a zo bet lakaet kichen-ha-kichen, ar ger brezhoneg da gentañ, al latin goude hag ar galleg da ziwezhañ. Savet eo bet ar geriadur-mañ gant Yann Lagadeg (pe Jehan Lagadeuc) eus Plougonven. Moullet e voe e Landreger er bloavezh 1499, un toullad bloavezhioù hepken goude ma voe ijinet ar moullañ.
Diwezhatoc’h, e-kerzh ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved ez eus bet meur a hini all o labourat war ar brezhoneg. Gregor Rostren, Dom Louis le Pelletier, manac'h e Landevenneg, an Tad Maner, Claude Le Saisi de Kérampuil, person , o deus savet pep a c’heriadur a-raok an Dispac'h gall, d’ur c’houlz ma oa emren Breizh c’hoazh. Levezonet e veze re o yezh gant ar galleg. Tapet o devoa bet moarvat an aozerien anezhe o gouiziegezh dre al latin hag ar galleg a veze implijet er studioù klasel evel ma oa kelennadurezh an holl gloareged d’ar c’houlz-se. Evelkent, pa seller ervat e-touez ar bern gerioù gallekaet ijinet gante, e kaver e-leizh a c’heriennoù brezhoneg brav ha pinvidik mat da vezañ miret e geriadurioù ar yezh a-vremañ.
En XIXvet kantved, avat, e vo sklaeraet an traoù, didoueziet ar gerioù mat a vrezhoneg eus mesk ar pezh a oa bet dastumet a-raok. Se a voe labour ar Gonideg. Hennezh a vez graet anezhañ unan eus tadoù ar yezh. Daoust ma c’hall tud ’zo kavout rebech en e oberoù, en deus graet ul labour a oa ret ober : stummañ ha frammañ ar yezh a-benn gallout mont pelloc’h ganti hag implijañ anezhi evel n’eus forzh petore yezh all. Amable Troude, e-kreiz an XIXvet kantved, a savas ur geriadur galleg-brezhoneg troet kalz war rannyezh Leon. Ennañ e kaver ivez ur c’heriaoueg klotennoù da sikour ar varzhed. Émile Ernault, kelenner skol-veur, a studias rannyezhoù Treger ha Gwened hag a savas meur a c’heriadur pinvidik-bras a zo c’hoazh gwall zedennus gant ar gerioù resis o tennañ d’an danvez-se. Diwezhatoc’h e fin an XIXvet hag e penn-kentañ an ugentvet kantved, e sikouro hemañ Frañsez Vallée eus Benac'h da sevel e bennoberenn a c’heriadur meur, ar « Grand Dictionnaire Français-breton ».
E-kerzh an XXvet kantved e teuio war wel ur remziad nevez a skrivagnerien hag a c’heriadurourien a vez graet Skol Walarn anezho. Roparz Hemon, o fenngaser, a savo ur bern geriadurioù ha yezhadurioù, en o zouez ar geriadurig (klokaet gant Ronan Huon) a vez gwerzhet c’hoazh bremañ, ar Geriadur Broadel hag ivez dreist-holl al levr a c’heller lavarout ez eo oberenn bennañ e vuhez, ar Geriadur Istorel, ur pezh labour a veur a vil pajennad e-lec’h ma kaver emdroadur ar gerioù brezhonek a-hed d’ar c’hantvedoù. Frañsez Kervella, barzh ha douarour, a savas Yezhadur Bras ar Brezhoneg (emb. e 1946). Pêr-Jakez Heliaz, ar barzh, an daneveller hag ar saver pezhioù-c’hoari, a renas ur geriadur divyezhek ivez (emb. gant Garnier e 1986). Jules Gros a dremenas e vuhez o studiañ doareoù komz an dud e Bro-Dreger hag a zastumas an holl lavaredoù-se e-barzh tri levr dindant an titl Trésor du breton parlé, ul levr yezhadur enni. Frañsez Favereau en deus savet ur geriadur eus ar yezh a-vremañ hag a zo dedennus dreist-holl abalamour d’ar mor a c’herioù tennet eus yezh pemdeziek an dud (emb. gant Skol Vreizh, 1992). Martial Ménard, hag eñ embanner levrioù, en deus renet ar strollad en deus savet Geriadur an Here, daou c'heriadur hollvrezhoneg (1995 ha 2001) hag a ziazez gwell-vat ar yezh a-vremañ. Kentañ geriadurioù unyezhek e brezhoneg a zo bet abaoe pemp kant vloaz.
Pennad dïachu
[kemmañ] Taolenn diskouez an diforc'hioù etre an doareoù-skrivañ brezhoneg
[kemmañ] Reolennoù pennañ
Distaget | Yezhoù all | XVvet [C] | XIXvet [TDE] | Gwened [ERN] | KLT [FV] | Peurunvan | Falc'huneg (Leon) | Falc'huneg (Gwened) | Etrerannyezhel |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Z ha S... | |||||||||
[KLT]ka:z-s [Gw]kah-x | [cy] cath | caz | kaz | kah | kaz | kazh | kaz | kah | kazh |
[L]ry:z-s [KTGw]ry: | [cy]rhudd | ruz | ruz | ru | ruz | ruz | ru(z) | ru | ruz |
[KLT]'i:zel, 'i:3ël [Gw]i'ze:l, i'zi:l | [cy]isel [ga]iseal | isel | izel | izél | izel | izel | izel | izél | isel |
[fr]passion | passion | pasion | pasion | pasion | pasion | pasion | passion | ||
H ha C'H... | |||||||||
'bijãn bjãn 'bijën bi:n | [cy]bychan | bihan bichan | bihan | bihan | bihan | bihan | bihan bian | bihan | bihan |
'pehëd-t 'pEhEd-t pehEd-t | [cy]pechod | pechet | pec'hed | péhed | pec'hed | pec'hed | pehed | péhed | pec'hed |
V ha W... | |||||||||
[cy]awel | auel | avel | aùél | avel | avel | avel | aùél | awel | |
[cy]braf | braù | brao | brav | brao | braù | braw |
[kemmañ] Reolennoù ouzhpenn evit merkañ ar rumm yezhadurel
Ar reolennoù-mañ n'int ket evit diskouez distagadur ar gerioù, nemet evit merkañ o rumm yezhadurel.
Distaget | Yezhoù all | XVvet [C] | XIXvet [TDE] | Gwened [ERN] | KLT [FV] | Peurunvan | Falc'huneg (Leon) | Falc'huneg (Gwened) | Etrerannyezhel |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
anv-kadarn | |||||||||
my:d-t | [cy]mud [la]mutus [he]mudos(?) | mut | mud | mud | mud | mud | mud | mud | mud |
brëzõnëg-k brëõnëg-k | [cy]Brythoneg | brezonec | brezounek | brehoneg | brezoneg | brezhoneg | brezoneg | brehoneg | brezhoneg |
Anv-gwan | |||||||||
my:d-t | [cy]mud [la]mutus | mut | mud | mut | mut | mut | mud | mud | mud |
brëzõnëg-k brëõnëg-k | [cy]Brythoneg | brezonec | brezounek | brezonek | brezhonek | brezoneg | brehoneg | brezhoneg | |
Anv-verb | |||||||||
[cy]arad(r)u | arat | arat | arat | arat | arat | arad | arad | arad | |
anv-gwan-verb | |||||||||
gwelet | gweled | gwelet, gweled | |||||||
Araogenn | |||||||||
eget eged | eget | eget | eged | (n'eus ket e gwenedeg) | eged |
[kemmañ] Skritur ar ger-mañ-ger
Distaget | Yezhoù all | XVvet [C] | XIXvet [TDE] | Gwened [ERN] | KLT [FV] | Peurunvan | Falc'huneg (Leon) | Falc'huneg (Gwened) | Etrerannyezhel |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
ma:d-t (Anv) | mat | mat | mad | mad | mad | mad | mad | mad | |
ma:d-t (Anv-gwan) | [cy]mad(±) | mat | mat | mad | mad | mat | mad | mad | mad |
mad-t | ??? | mat | mad [JG]mat | mat | |||||
[cy]myned/mynd | monet | moñt | monet | mont/monet | mont/monet | mond | moned | moned |
[kemmañ] Berradurioù (neb tra etre [ ]...)
Yezhoù
[cy] Kembraeg
[fr] Galleg
[hb] Henvrezhoneg
...
Parlantoù-kornad
[K] Kerne
[L] Leon
[T] Treger
[Gw] Gwened
[KT] Kerne ha Treger
...
Levrioù
[C] Catholicon
[TDE] Geriadur Troude
[ERN.V] Ernault... vannetais
[FV] Geriadur François Vallée
[RH] Geriadur Roparz Hemon
[JG] Levrioù Jules Gros
[GBV] Francis Favereau: Geriadur ar Brezhoneg a-vremañ