Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Roparz Hemon - Wikipedia

Roparz Hemon

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan


Ur skrivagner brezhonek eo Roparz Hemon (Louis-Paul Némo) ganet e Brest d'an 18 a viz Du 1900, aet d'an anaon d'an 29 a viz Mezheven 1978 e Dulenn (Iwerzhon). Ur mab d'ur c'hontroller jeneral eus ar Morlu gall e oa ha ne veze ket priziet ar brezhoneg en e familh.
Gouestlet en deus e vuhez d'ar brezhoneg.

Taolenn

[kemmañ] Yaouankiz ha dont d'ar brezhoneg

N’eo ket bet ganet en ur familh vrezhoneger, met en ur familh kargidi eus Brest, e dad oa ijinour e savadurioù ar verdeadurezh a vrezel. Anaoudegezh a reas gant ar brezhoneg gant mitizhien an ti.

Troet e oa war ar yezhoù, hag e-lec’h mont da ober e studi er Skol Politeknik e kavas gwell, en desped d’e dud, mont war ar studi saozneg. Dont a reas kelenner war ar yezh-se e Brest.

Ober a reas anaoudegezh gant an emsav e Pariz e-kerzh e studioù.

[kemmañ] Gwalarn

Sevel a reas ar gelaouenn Gwalarn (kelaouenn) e 1925, gant ar pal krouiñ ul lennegezh wirion evit ar brezhoneg. Gant Olier Mordrel en doa savet da gentañ ur stagadenn lennegel da gelaouenn Breiz atao, renet gant ar Strollad Broadel Breiz. Dont a reas da vezañ distag ar gelaouenn lennegel Gwalarn er bloaz war-lerc'h. Chom a reas rener ar gelaouenn betek 1945 hag e talc'has da lakaat anezhi er-maez pep daou viz ingal. Enni e veze embannet obrennoù nevez o stumm, darn anezho levezonet kreñv gant lennegezhioù ar yezhoù all (saozneg, spagnoleg, alamaneg, italianeg). Ur bochad skrivagnerien yaouank a gemeras e lañs ken e vez lavaret eus ul luskad lennegel anavezet dindan anv Skol Galarn. Digeriñ ar brezhoneg war ar bed a oa e bal, ha troidigezhioù a-leizh a oa bet kaset da benn, diwar Andersen, Bocaccio, Cervantes, Pouchkin, Shakespeare... Lakaat al lennegezh keltiek da vezañ anavezet a oa bet graet ivez, evel mojennoù kozh Iwerzhon hag ar Mabinogion.

En-dro dezhañ e teuas ur bagad brav a dud yaouank eo manet o anv en istor ar yezh, evel Youenn Drezen, Fañch Elies (Abeozen), Loeiz ar Floc’h (Maodez Glanndour), Frañsez Kervella (Kenan Kongar), Langleiz, Jakez Riou, Meavenn, ha meur a hini all c’hoazh...

[kemmañ] Soñjoù

Un den a breder e oa ivez, pa lenner e zastumad pennadoù “Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh” e weler e oa levezonet kalz gant tud evel Gandhi ha Rabindranath Tagore.

A-du-krenn e oa ivez gant an esperanto (pe esperanteg), ar yezh etrevroadel. Ur benveg evitañ evit sevel a-enep d’ar yezhoù “impalaer” ha da lakaat an holl yezhoù par. Sevel a reas un dastumad esperantek Nord-Okcidento e 1928, ur yezhadur bihan hag ur geriadurig esperanteg-brezhoneg.

[kemmañ] Mont d'ar bobl

Mennad bras Roparz Hemon a oa bet, a-hed e vuhez, «deskadurezh ar bobl vrezhon gant ar brezhoneg» hag e «brezhoneg hepken». A-raok mont d’ar bobl avat, e oa ret kaout traoù a-zoare da ginnig dezhi, hag ivez binvioù a-feson. Setu perak e savas Skol dre lizer Gwalarn (1928), Kannadig Gwalarn (1932) graet evit an holl.

Ur benveg all evit deskiñ brezhoneg buan, pe deskiñ lenn buan, a voe ar brezhoneg eeun ur roll gerioù diazez, a gaver e pep rannyezh, un tammig en tu-hont da 1000 ger (1935), ha geriadurioù ha yezhadurioù bihan ha marc’had-mat.

Lakaat ar vugale d’ober gant ar brezhoneg a oa ivez ur pal bras evitañ, pa ne vezent ket skoliataet en o yezh, ha pa veze enebet garv ouzh ar brezhoneg er skolioù, gwashoc’h ‘zo. Setu pal Brezoneg ar vugale (1928) hag an dastumad “Levriou pemp gwenneg”.

[kemmañ] Ar brezel 39-45

Gloazet e voe e penn kentañ an eil brezel-bed war an talbenn. Distro da Vreizh, ha goude ma voe bet distrujet e di e Brest gant ur vombezadeg e 1941, ez eas da Roazhon da vevañ. E-pad an amzer-se e roas lañs d’ur bern traoù.

Ar gelaouenn Arvor (1941), divyezhek er penn kentañ, hag e brezhoneg hepken buan kenañ, graet evit an holl, e doare Kannadig Gwalarn eta.

Sterenn (1940), un dastumad skridoù lennegel pe skiantel.

Dont a reas da vezañ rener ar Framm Keltiek bloaz war-lerc’h e grouidigezh e 1941, un aozadur sevenadurel a vode arzourien, furcherien, enklaskerien...

A-hed ar brezel e reas ivez war-dro an abadennoù brezhoneg war gwagennoù radio Roazhon-Breizh. An abadennoù kentañ e brezhoneg skignet biskoazh. Sevenadurel-rik e oa an abadennoù-se.

E dibenn ar brezel e Breizh (1944) e tec’has war-du Alamagn, ma voe harzet ha prizoniet.

[kemmañ] Prosez

Tamallet garv e voe an holl draoù-se outañ ha goude bezañ chomet bloaz en toull-bac’h e voe barnet ha didamallet a-benn ar fin, war-bouez an “divri vroadel” evit 10 vloaz, ar pezh a rae ne c’halle ket kelenn ken.

[kemmañ] Harlu

Kavout a reas gwell mont da Iwerzhon, ma labouras evit an Institute for Advanced Studies. Ne zistroio gwech ebet da Vreizh ken.

Daoust da se e kendalc’has da labourat dizehan evit ar brezhoneg, labourioù gouiziek koulz ha traoù dudi pe lennegezh wirion.

Sevel a reas ar gelaouenn Ar Bed Keltiek a oa kar dre he danvez da Gannadig Gwalarn pe da Arvor.

Mervel a reas e 1978 dres goude bezañ klozet e C’heriadur istorel eus ar brezhoneg. Beziet eo e Brest.

[kemmañ] Divrudadeg

E-tro ar bloavezh 2000 e savas tabut bras en-dro da vrud Roparz Hemon a voe tamallet outañ, da gentañ penn, e emzalc’h da vare ar Brezel, hag un nebeud frazennoù, bet skrivet er mare-se ivez evit ar braz anezho; ha da eil, e spered “brezhoneg hepken” hag e sell war ar yezh. Ken ma voe divadezet skolaj Diwan Roparz Hemon er Releg-Kerhuon, ha Kreizenn sevenadurel Gwengamp. Kaset e oa an divrudadeg-se gant aozadurioù ha meteier enebet groñs ouzh ar brezhoneg pe ar re a gav dezho n’eus dazont ebet da gaout evit ar brezhoneg.

[kemmañ] Oberenn lennegel

Divent eo oberenn Roparz Hemon, liesseurt ken-ha-ken. En e varzhonegoù, en e bezhioù-c’hoari hag en e zanevelloù ha romantoù eo e kaver e demoù meur : digenvezded an den dirak e donkad, taolennadur ar bobl vunut, ha pilpouzerezh ar vourc’hizien.

  • Barzhoniezh
  • Romantoù ha danevelloù
    • An aotrou Bimbochet e Breiz, 1927
    • Kleier eured, 1942 Skridoù Breizh
    • Alanig an tri roue, 1950 Skridoù Breizh
    • An ti a drizek siminal, 1958 Al Liamm, adembannet gant Hor Yezh (1998)
    • An tri boulomig kalon aour, 1961 ha 1984 Al Liamm
    • Mari Vorgan, 1962
    • Diamantoù Keroulaz, 1964 Al Liamm
    • Ho kervel a rin en noz, 1970 Al Liamm
    • War ribl an hent, 1971 Al Liamm
    • Nenn Jani, 1974
  • C'hoariva
    • C’hoariva, div zastumadenn embannet e 1979
  • Arnodskridoù
    • La langue bretonne et ses combats, Skridoù Breizh, 1946
    • Ur Breizhad oc’h adkavout Breizh, dastumad pennadoù, 1931 ha 1972

[kemmañ] Oberennoù all

  • Kelennerezh
    • /Dictionnaire breton-français et français-breton, meur a embannadur adalek 1928 betek 1970.
    • Geriadur istorel ar brezhoneg, Dictionnaire historique du breton, Preder, 36 rann, adalek 1958 betek 1991.
    • Teñzor ar gwenedeg, Gwalarn, 1935.
    • Geriadurig an troioù-lavar poblel,
    • Distagadur ar brezhoneg, 1928.
    • Yezhadur berr ar brezhoneg, meur a embannadur adalek 1928 betek 1979.
    • A historical morphology and syntax of Breton, Institute for Adanced Studies, 1975.
    • Yezhadur istorel ar brezhoneg, lakaet e brezhoneg gant Alan Dipode, Hor Yezh, 1998.
    • Cours élémentaire, meur a adembannadur adalek 1930.
E yezhoù all
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com