An Here
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Krouet eo bet an ti-embann An Here e 1983 hag aet eo da freuz-stal e dibenn2005. Savet eo bet gant Martial Menard hag eñ a oa bet implijet gant Skol Diwan Kemper (e Ploveilh e oa staliet er mare-se). Ganet e Pariz (met tud breizhat en doa), stummet eo bet evel keginer a-raok mont da Vreizh pa oa war e ugent. Goude bezañ bet toull-bac'het diwar damall kemer perzh e oberezhioù ar FLB, e oe lezet da vont en 1981 hag e talc'has da zeskiñ brezhoneg ar bobl e Ploveilh koulz hag hini al lennegezh. Goude e brantad kelenn e brezhoneg e komprenas pegen pouezus e oa kinnig d'ar skolidi ha d'ar grennarded levrioù brezhonek embannet gant perzhioù mat e-keñver al live etrebroadel. E 1988 e krogas An Here da sevel ur geriadur hollvrezhoneg. Ur stumm skeudennaet a oe embannet en 1995 (Geriadur brezhoneg) hag ur stumm ledanaet ha diskeudenn e 2001 (Geriadur brezhoneg an Here).
An ti-embann a live etrebroadel nemetañ eo bet An Here ha diwar kementad ha liezegezh e broduerezh e c'heller priziañ ar roll dibar en deus bet el lennegezh vrezhoneg evit ar yaouankiz hag evit an holl vrezhonegerien.
Taolenn |
[kemmañ] Aozadur ha politikerezh-embann
Dindan stumm ur c'hevarzhe eo bet savet An Here e 1983 ma veze aotreet da gaout yalc'hadoù diwar un abeg sevenadurel.
Rener an embann e oa Martial Menard ha Claudie Motais a zo bet e sekretourez feal, gouest da gemer perzh sevel troidigezhioù'zo.
Evit ar geriadurioù e oe bodet ur skipailh arbennigourien (dindan renerezh skiantel Pêr Denez evit ar geriadur kentañ). Iwan Kadored ha Jean-Yves Lagadeg o deus kemeret ur perzh dibar el labourioù skridaozañ.
E derou an ti-embann e veze prenet al levrioù nevez gant pep a skol Diwan, met e chome bernadoù bras pa veze lakaet da embann etre 500 ha 100 skouerenn hep gouzout gant piv e c'hellfent bezañ lennet. Ne c'hellfe chom ar stal en e sav nemet gant yalc'hadoù publik ha pa vanke dezhañ e chome ar gopridi hep bezañ paeet mizioù-pad.
Gant skoazelloù publik e c'hellas An Here lakaat da embann etre 8 ha 10 levr pep bloaz e dibenn ar bloavezioù 1990, met pa strizhas ar yalc'hadoù goude 1995 e klaskas Martial Ménard ledanaat ar brenerien dre sevel ur rann gallek. Setu perak e c'hellas kaout ar chañs embann "Mémoires d'un paysan bas-breton" (emvuhezskrid Jean-Marie Déguignet) a c'hounezas ur brud divent ken e oe sellet 150 000 skouerenn eus outañ.
Koulskoude pa oa bet degaset ar skrid gant ur c'hevarzhe istorel, ne yeas e kef An Here nemet ul lodenn vihan eus an arc'hant gounezet. Staliet e oa bet An Here e-pad seitek bloaz en ur savadur bihan tost da skolaj Diwan ar Releg pa oa un emglev etre An Here, Diwan hag ar c'hevarzhe A-gevred evit merañ savadurioù ar skol gozh roet gant Ti-kêr ar Releg-Kerhuon. E 2001 e tilojas An Here da Blougastell-Daoulaz.
Dre ma oe digresket ar yalc'hadoù publik goude afer Roparzh Hemon e 2000, ne c'hellas ket mui An Here embann kement a levrioù evel ma ree e yeas da freuz-stal e 2005.
[kemmañ] Arc'hantaouiñ
Yalc'hadoù a zo bet roet gant strollegezhioù publik Breizh evit harpañ An Here, da gentañ holl evit ar geriadurioù. Kalz a arc'hant a zo bet roet gant Unaniezh Europa, ar Riez gall, Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed ha Rannvro Vreizh.
E-pad ar bloavezioù kentañ e veze soutenet mat An here gant skolioù Diwan a brene an holl levrioù embannet gant ur rabat 30%. Koulskoude e savas sach-blev war ar poent-se e 1997.
[kemmañ] Levrioù evit ar skolidi
En e deroù e talc'has an Here embann levrioù simpl, marc'had-mat, evel an heuliad Jakez ha Jakeza gant 3 live yezh, kemeret an dalc'had e Bro-Gembre.
Klasket e voe ivez sevel albomoù livet, gant goloioù kartoñ, ha ne oa ket anezho e brezhoneg betek-eñ. Diwar diouer an arc'hant e klaske Martial Menard sevel kevratoù kenembann gant tiez-embann broioù all. Mat e kavas adembann meur a levr o tont eus Katalonia pa oa roet yalc'hadoù gant ar gouarnamant lec'hel evit al levrioù troet diwar ar c'hatalaneg. Ur bern all a levrioù a yeas eus troidigezhioù diwar ar c'hembraeg hag an euskareg.
[kemmañ] Levrioù evit ar grennarded
A-raok ma oe digoret (e 1988) ar skolaj brezhonek kentañ e klaskas Martial Menard embann levrioù evit ar skolajidi da zont. E 1 500 skouerenn e veze tennet al levrioù pa ne oa nemet un degad bugale a c'helle lenn anezho !