Charlez VIII a Vro-C'hall
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Charlez Eizh a Vro-C'hall, mab d'ar roue Loeiz Unnek ha da Charlotte de Savoie (war-dro 1439-1483), a oa bet ganet e 1470 e kastell Amboise ha marvet dre wallzarvoud er memes lec'h e 1498. Ren a reas dindan e c'hoar Anne de Beaujeu betek e vajoriezh e 1491 ha ganti e voe lakaet da zimeziñ gant Anna Vreizh.
Taolenn |
[kemmañ] Bugaleaj
Klask a reas priñsed ar rouantelezh c'hall lakaat al lezrouanez da blegañ ouzh o bolontezioù hag a renas ar Brezel foll outi eus 1485 da 1488. Loeiz, dug Orleañs, ha Frañsez II, dug Breizh, a vodas aotrounez all evit stourm ouzh armeoù ar Roue.
[kemmañ] Brezel gant Breizh ha dimeziñ
Trec'h e voe Charlez war arme dug Breizh Frañsez II en emgann Sant-Albin-an- Hiliber e 1488. Rediet e voe Frañsez II da sinañ ur feur-emglev e Sablé ma asantas drezañ goulenn aotre ar Roue a-raok eurediñ e verc'hed. Mervel a reas dindan ar miz.
E 1491 e yeas an arme roueel d'ober seziz kêr Roazhon, pa oa an dugez Anna Vreizh, 14 vloaz dezhi, a-drek ar mogerioù. Dont a reas Anne de Beaujeu a-benn da rediañ anezhi da zimeziñ gant ar roue yaouank ha lidet e voe an eured e kastell Langeais.
[kemmañ] Peoc'h gant Bro-Saoz hag Aostria
[kemmañ] Brezel en Italia
Pa oa dimezet e dad gant Mari ag Anjev e klaskas Charlez VIII adpiaouiñ gwirioù a oa bet da familh Anjev war rouantelezhItalic text Naplez. E 1495 e aloubas dugelezh Milano, met rediet e voe da zont en-dro da Vro-C'hall pa savas war un dro enep dezhañ ar Pab, Aleksandr VI, an impalaer aostrian, Maksimilian Iañ, Fernan, roue Aragon, ha Republik Venezia.
Mervel a reas goude ur gwallzarvoud, skoet gantañ e benn ouzh gourin un nor izel e kastell Amboise e 1498.
[kemmañ] Martezeadennoù
- Goude ma n'eus prouenn ebet ez eus bet kontet kreñv ivez e oa bet kontammet, hervez ur c'hiz a vije bet degaset gant ar c'halloued eus Italia.
- Lod a lavar ivez (Science et Vie, 1992) e oa marvet diwar an naplez, tapet gantañ ar c'hleñved o c'hastaouiñ en Italia. Ha klasket e vije bet kuzhat ar wirionez ouzh e wreg. Nemet ne glot ket, hervez ar vedisined, danevell e varv gant azonoù ar c'hleñved.