Moger
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur voger (liester : mogerioù) a zo un dra solut svet evit ober un disparti etre daou spas. Un oberenn vañsonerezh eo peurvuiañ dezhi un uhelded hag ul ledanded liesseurt ha graet e c'hell bezañ gant meur a vateri (maen, prenn, brikenn, betoñs, ardilh...).
Gaet e c'hell bezañ gant mein berniet gant aket, ur voger maen sec'h eo. Met peurvuiañ e vez implijet ur strobadur (simant, pri-raz) evit delc'her ar mein pe ar blokoù betoñs asamblez. A wechoù e vez graet mogerioù unpezh gant ar betoñs.
Taolenn |
[kemmañ] Talvoudegezh
Er savadurioù (tiez pe savadurioù uhel) e vez savet ar mogerioù evit krouiñ ar c'hostezioù (pevar gostez peurvuiañ) hag ar pezhioù-ti e-barzh. Evit dougen ar solieroù hag an toennoù e vezont savet, nemet pa vez staget ar mogerioù-rideoz ouzh frammadur diabarzh ar savadur uhel-tre (ar skraberioù-oabl da skouer).
P'eo tanav ar mogerioù diabarzh e vez kaozh eus speurennoù e prenn, e plastr, e betoñs.
Pa vez savet mogerioù dindan an amzer e intenter lakaat un disparti etre daou spas digor ken e vez krouet un vevenn surentez war unan eus an tuioù. Evit diwall ma ne ya ket loened ha dud e lec'hioù zo e vezont savet ivez.
Savet e vez mogerioù evit bezañ gwarezet ouzh fenomennoù naturel evel an dour, an avel pe an heol pe ouzh an trouz (moger eneptrouz).
[kemmañ] Seurtoù mogerioù
- fardell
- mogeriad
- moger dreuz
- moger enepdiruilhad-erc'h
- moger eneptrouz
- moger gêr
- moger grapadenn
- moger greñv
- moger harp
- moger-souteniñ
- moger tro
- moger zifenn
Lorsqu'un mur, à l'intérieur d'un bâtiment, n'est pas destiné au portage mais uniquement à la séparation de pièces, on parle de cloison. Dans ce cas, il peut être réalisé avec des matériaux plus légers et moins résistants comme des briques de plâtre ou des plaques de sandwich carton-plâtre-carton montées sur une armature en métal (souvent connues sous le nom de placoplâtre).
Par extension, on qualifie de mur tout assemblage d'éléments de taille et de forme similaire (généralement rectangulaire) : mur de carreaux de verre, mur de télévisions. De la même manière, tout obstacle ayant une apparence relativement unie et infranchissable peut être qualifié de mur : mur d'eau (pour une vague très haute), mur de brouillard, mur de flammes ou de chaleur.
[kemmañ] Mogerioù bras
- Moger Verlin
- Moger Hadrian
- Moger Vras Sina
[kemmañ] Gerdarzh
Eus ar ger latin, maceria e teu moger. Sell ouzh magoer e gwenedeg.