Biafra
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
|
|||||
Kan broadel | Land of the Rising Sun | ||||
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel | Saozneg, Igboeg | ||||
Kêr-benn | Enugu | ||||
Gorread -En holl -% dour |
76 364 km² <1% |
||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
13 500 000 (1967) 177/km² |
||||
Dieubidiegezh | 1967-1970 | ||||
Gouel broadel | 30 a viz Mae | ||||
Moneiz | Lur Biafran (BIAP) |
Biafra a oa ur stad disranner e gevred Nijeria etre ar 30 mae 1967 hag ar 15 genver 1970. En em zaskorañ a reas penn e lu d'ar 12 genver 1970. Eus pleg-mor Biafra e tenn e anv.
Gant nebeut a vroioù e voe anavezet ar vro (Gabon, Haiti, Aod an Olifant, Tanzania, ha Zambia). Broadoù arall a skoazellas anezhañ ha en n'hen anavezjont ket. Frañs, Rhodesia ha Su-Africa a roas ur skoazell milourel kuzh dezhañ met eus Portugal e teue an har pennañ. São Tomé ha Príncipe, a berc'henne da Bortugal d'an amzer-se a oa kreizenn ar skoazell etrevroadel hag e oa e Lisbon e oa moulet moneiz Biafra. Israel a roas da vBiafra an armoù he-doa kemeret e-pad ar brezel a c'hwec'h devez.
[kemmañ] Istor
E 1966 e oa un taol-stad c'hwitaet e Nijeria. Un ofiser igbo - Major Kaduna Nzeogwu - a oa e benn ha an abeg eus marv Sir Ahmadu Bello, un penn bras eus ar bobl Haousa. Daoust ma oa bet gwasket an taol-stad gant un igbo arall Johnson Aguiyi-Ironsi e krede tud norzh Nijeria e fell d'an igboed lazhañ an Haousaed. An dra-se a voe abeg ur pogrom a voe lazhet deadoù a milvad ag igboed. Darn vrasañ an igboed a oa o chom e Rannvro ar Reter Nijeria a oa he gouarner milourel Chukwuemeka Odumegwu Ojukwu. Embann a reas e voe ar rannvro ur stad dizalc'h gant he gêrbenn en Enugu ha lemel a reas traoù ar stad-kreiz.
Respontiñ a reas ar stad-kreiz gant ur c'haeladur armerzhel ha soudarded a gasas goude ar 5 a viz Even 1967. E-pad ar brezel diabarzh a heulias e argasas meur a wech an nerzhioù biafran kornôg Nijeria met dont a reas a-benn al lu kevreel d'o diarbenn. E-barzh tachenn Biafra a yeas neuze ha rediañ ar viafriz da ziblasañ o c'hêrbenn da Aba, da Umuahia e fin ar bloaz ha neuze, e 1969 e Owerri.
E 1970 e oa bet drastet Biafra gant ar brezel ha dezhañ e vanke boued. Tra ma kouezhe en he foull ar vro e tec'has kuit Ojukwu. Ar pezh a chome eus tachenn ar republik a voe adstaget ouzh Nijeria.
[kemmañ] Gwellet ivez
Brezel ar Biafra
Movement for the Actualization of the Sovereign State of Biafra
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (saozneg)Biafraland