Yezh liessintezel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Implijet e voe an termennoù sintezel ha liessintezel (saoz. polysynthetic) evit ar wech kentañ gant ar yezhonour Edward Sapir er bloavezhioù evit deskrivañ yezhoù gante un niver uhel a vorfemennoù e pep ger. Kalz uheloc'h eo an niver a vorfemennoù er yezhoù liessintezel evit er re sintezel.
Er yezhoù liessintezel alies e vez implijet ur ger hir-spontus nemetañ evit ober diouzh ur frazenn a-bezh e yezhoù n'int ket ken sintezel all (d.s. yezhoù dezrannel).
Taolenn |
[kemmañ] Skwerioù
Meur a yezh liessintezel a zo da gaout e Hanternoz Amerika hag e Siberia. Da skwer: an inuktitut, ar mohawkeg, an ainueg, ar yupikeg, ar tsalagi ('"tcherokeeg"), ar soraeg, al luoravetlan ("tchuktchieg") hag an kalaallisut ("groenlandeg")
[kemmañ] Luoravetlan
Təmeyŋəlevtəpəγtərkən.
tə-meyŋə-levtə-pəγt-ərkən
1.SG.SUBJ-"meur-poan-benn"IMP
'Poan-benn spontus 'm eus.' (Skorik 1961: 102)
Təmeyŋəlevtəpəγtərkən 5 morfemenn dre c'her.
[kemmañ] Kalaallisut
Aliikusersuillammassuaanerartassagaluarpaalli.
aliiku-sersu-i-llammas-sua-a-nerar-ta-ssa-galuar-paal-li
dudi-reiñ-SEMITRANS-unan.mat.e-COP-lâret.ma-REP-FUT-sur.met-3plSUBJ/3sgOBJ-but
'Koulskoude e lârfont ez eus un artist mat anezhañ, met...'
(12 morfemenn dre c'her)
[kemmañ] Kudennoù
Ret eo lâret n'eo ket aezet atav lâret hag-eñ ez eo ur yezh bennaket ur yezh liessintezel pe get kentoc'h evit ur yezh sintezel hepmuiken rak diouzh un tu e c'hell bezañ diazet a-wchoù goût e pelec'h emañ ar bevennoù etre pep morfemenn ha diouzh an tu all e c'hell ur yezh bezañ liessintezel war un dachenn yezhadur resis met pas ken sintetezel war un dachenn yezhadur all. Disheñvel eo, da skwer, live sintezelezh ar verboù hag an anvioù er yezhoù Su Atabaskeg.
[kemmañ] Gwelet ivez:
Renkadur hervez ar vorfologiezh Yezh dezrannel Yezh sintezel Yezh daspegel