Inuktitut
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An inuktitut (ᐃᓄᒃᑎᑐᑦ, lit. 'evel an Inuited') a so yezh an inuited (eskimôed). Ar yezh-se so deus ar familh-yezhoù eskimo-aleouçian.
Taolenn |
[kemmañ] Varieteioù
En gwirionez emà kentoc'h an inuktitut dialekt an Inuited deus an Artik-Reter ba Canada. Implijet e vez ar ger ewid ar yezh en he fezh, peogwir emà-hi kentoc'h ur c'h-continuum dialektal eged ur yezh wirion ; ar c'h-continuum-se a hall boud isrannet, dre vras, etre 16 variete deus 4 group :
- Inupiaq (Alaska-nort)
- Inuinnaqtun (Artik-kornôg kanadian)
- Inuktitut gwirion (Artik-reter kanadian)
- Kalaallisut pe Groenlandeg (Groenland).
Etre toud ez eus tro-dro 80.000 à gomserion inuktitut. Ewid an inuktitut sellet e-gis un dialekt ez eus 20.000 anehe.
An dialekt inuktitut a hall boud isrannet etre tri is-dialekt pennañ ha groupoù a-beb-sort :
- Keewatin - Komset war an aod-kornôg deus Bae Hudson.
- Baffin - Komset e-barzh an enesennoù-nort deus Bae Hudson, ispiçial, ha, e-gis lâr an hano, ba Enes Baffin.
- Nunavik/Labrador - Komset e-barzh kornôg Bae Hudson, ba Nunavik, ba nort Québec ha ba Labrador.
Ar c'h-keewatin a vez tuet da chom mirourroc'h, o talc'hen an darn vrassañ deus ar groupoù-kensonnennoù, padal an dialektoù nunavik a vez radikalloc'h (da skwer - ar ger keewatin Inuktitut a vez klewet Inuttitut en nunavik).
[kemmañ] Siañs ar yezhoù
Kar eo d'ar yezh aleoussian, assambles e rant ar familh eskimo-aleoussian. N'eus ked gallet kavoud kerentaj a-bell e-bed gant yezh all e-bed, nemed ez eus tud hag a gred lar en-defe an inuktitut relaçionoù gant ar yezhoù indo-european.
[kemmañ] Geriaoueg
An Inuktitut, e-gis ar yezhoù eskimo-aleouçian all, a so un tip partikular à yezh aglutinativ hag a vez lâret yezhoù polisintetik : lakaad a ra assambles ur wrizienn hag un nebeud morfemow yezhadurel a-benn krouiñ gerioù bras ken-ken, ster ur frasenn dehe.
Ur perzh interessant eo an hanoioù-tud. Lod a so : 'Ujaraq' (roc'h), 'Nasak' (tok pe kapuch), 'Tupiq' (magasenn), 'Qajaq' (kayak), gerioù mod-se. Hanoioù loened vez implijet iwe : 'Nanuq' (arzh polar), 'Uqalik' (gad artik)... Un trede rummad a so an hanoioù-tud oc'h referiñ da ur partikularded-korf. Da skwer 'Itigaituk' (heb troad), 'Usuiituk' (heb kalc'h), 'Tulimak' (kostenn), traou mod-se. (E-gis Pennec, Troadec en brezhoneg).
[kemmañ] Gerioù ewid "erc'h"
Bez ez eus ur richenn lar en-defe an inuktitut un niver bras à g'herioù ewid erc'h. N'eo ked gwir. Deuet eo an dra-se abalamour mà oa komprenet fall natur ar yezhoù polisintetik. En gwirionez, ne gaver en inuktitut nemed un nebeud gwriziennoù ewid "erc'h" : 'qanik', "malsennoù-erc'h en aer", ha 'aput', "erc'h war an douar". Gant an daou-se e vez savet gerioù brassoc'h, gant affixow ewid lâred pegement erc'h ez eus, e-lec'h e vez implijet en brezhoneg adjektivow pe preposissionow.
[kemmañ] Fonoloji
En inuktitut ez eus 15 kensonenn ha 3 vogalenn (hag a hall boud hir pe berr). Ar c'hensonennoù a vez distaget dre pemp lec'h-artikuliñ : — bilabial, alveolar, palatal, velar hag uvular, ha tri mod-artikuliñ.
Ar c'hensonnennoù a so :
- p, t,k — nann aspired.
- q .
- v, l.
- j .
- g — .
- r .
- m, n.
- ng.
- s.
- ł. (kl) .
Hag ar vogalennoù :
- a .
- i .
- u .
Mà vez skrivet diw wezh ur vogalenn emà hirroc'h ar son.
[kemmañ] Ar silabaer kanadian
Ar silabaer inuktitut implijet ba Canada a so dïasezet war ar silabaer Cree, dïasezet é-hunan war ar silabaer Ojibwe. An daou oa bet krouet gant ar missioner James Evans. Silabaer an inuktitut kanadian a oa adoptet gant an Inuit Cultural Institute in Canada ba bloawezhioù 1970. An Inupiaq deus Alaska ha deus Groenland a ra gant an alfabet latin, pa vez implijet an alfabet kirileg gant an Inuited deus ar Siberïa.
[kemmañ] Stad lesennel
An inuktitut a so yezh ofiçiel e-barzh an tachennoù-mañ :
- Groenland - (Groenlandeg, da heul an daneg)
- Nunavut (Canada) - (Inuktitut en Inuinnaqtun, da heul ar saosneg hag ar galleg)
- Territorios del Noroeste (Canada) - (Inuktitut, Inuinnaqtun ha Inuvialuktun, da heul ar Chipewyan, ar c'h-Cree, ar saosneg hag ar galleg, Gwich'in, Slavey, ha Tli Cho).
Ba Québec, (Canada), emà an inuktitut ar yezh ofiçiel deskadurezh e-barzh an distriktoù-skool inuit en Nunavik (nort ar c'h-Québec).