Renkadur hervez ar vorfologiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Diorroet e voe an doare da renkañ ar yezhoù hervez perzhioù pennañ o morfologiezh (saoz. 'morphological typology) gant ar vreudeur Friedrich hag and August Wilhelm von Schlegel.
N'eo ket un doare-renkañ absolutivel. Da lâret eo, ne c'heller ket lâret ez eo ar sineg ur yezh dezrannel anezhi, met kentoc'h ez eo honnezh ur yezh anni muic'h a perzhioù sintezel eget en ur yezh all hag e vez kenveriet outi.
Taolenn |
[kemmañ] Yezhoù dezrannel
Ne gaver, tost pe tost, kemm morfologel ebet er yezhoù dezrannel (saoz. 'analytic language), da lâret eo ne vez ket implijet kengerioù evit diskwel ar perzh a c'hoarvez ur ger bennaket en ur frazenn. E lec'h ober gant kengerioù, seurt yezhoù a diskwel perzh ur ger pe rumm ur ger dre e blas en ur frazenn, d.s. chench urzh ar frazenn evit ober gant ar stumm-goulennata. A-hendall e reont ivez gant rannoùigoù pe gerioù all evit resisaat perzh ur ger, d.s. implijout 'meur a' evit sevel ul liester hep ober gant ul lostger evel e brezhoneg -où. E seurt yezhoù, neuze, eo eo kalz pouezusoc'h rol ar gevreaduriezh eget hini ar vorfologiezh.
Yezhoù dezrannel eo meur a yezh komzet e Azia ar Reter evel ar sinaeg hag ar vietnameg. Ur yezh damdezrannel eo ar saozneg ivez.
[kemmañ] Yezhoù sintezel
Ar yezhoù sintezel (saoz. synthetic languages) a ra gant gerioù savet diwar ur wrizienn hag un nebeut morfemennoù ouzhpennet outi. N'eo ket ret atav, avat, ober gant morfemennoù a c'heller ober an diforc'h gante hag ar wrizienn. Da lâret eo e c'hell ar morfemennoù bezañ enteuzet gant ar wrizienn (ds. saozneg man > men) pe e c'hellont bezañ merket gant tonioù pe perzhioù fonetikel all. N'eo ket ken pouezus urzh ar gerioù en ur frazenn en ur yezh sinteezel rak gallout a reont ober gant morfemennoù ispisial evit merkañ perzh resis ur ger en ur frazenn bennaket. E seurt yezhoù, neuze, eo eo kalz pouezusoc'h rol vorfologiezh ar eget hini ar gevreaduriezh.
An darn vrasañ eus ar Yezhoù indez-europat a zo techet war an tu-mañ.
Daou isrummad yezhoù sintezel a zo hervez ma vez aezet ober an diforc'h etre pep morfemenn er gerioù pe get:
- yezhoù daspegel
- yezhoù enteuzel (mod kozh: "displegel" (saoz. inflected).
[kemmañ] Yezhoù daspegel
Sklaer-tre atav e vez ar vevenn etre pep morfemenn ur ger bennaket er yezhoù daspegel (saoz. agglutinative languages). Kengerioù eo ar morfemennoù stag neuze. Dre vras o devez seurt yezhoù un nivel uhel a vorfemennoù e pep ger implijet hervez ur sistem reizh ha rik-tre.
Yezhoù daspegel eo ar c'horeaneg, an turkeg hag ar japaneg.
[kemmañ] Yezhoù enteuzel
Ar yezhoù enteuzel (saoz. fusional languages)a ra gant morfemmenoù diaezet a-walc'h da dielfennañ hag e c'hell bezañ meur a isvorfemenn enteuzet e-barzh pep morfemenn. N'eo ket sklaet atav e pelec'h emañ ar vevenn etre gwrizienn ar ger hag ar morfemennoù all. Ar morfemennoù a c'hell bezañ merket war-eeun war ar gwriziennoù evel tonioù pe dre kemmoù e vogalennoù pennañ ar wrizienn, d.s. Ablaut evel er saozneg sit - sat - seat'.
Gwechall e veze graet "displegel" (saoz. inflected) eus yezhoù a seurt-mañ ivez.
An darn vrasañ eus ar Yezhoù indez-europek a zo techet war an tu-mañ mui-pe-vui.
[kemmañ] Yezhoù liessintezel
E 1836 e voe ouzhpennet un rummad gant Wilhelm von Humboldt: ar yezhoù liessintezel (saoz. polysynthetic language). Implijet e voe bet an dermenn liessintezelezh evit ar wezh kentañ avat gant ar yezhonour Peter Duponceau savet diwar un dermenn implijet er c'himiezh. Gant ar yezhoù a seurt-se ez eo uhel-tre an niver a vorfemennoù e pep ger. Ret eo anzav n'eo ket gwallsklaer avat e pelc'h emañ an diforc'h resis etre ur yezh sintezel hag unan liessintezel.
Setu ur re berzhioù pennañ o tennañ d'ar yezhoù liessintezel:
-
- Ur vorfologiezh reizh-tre
- Peurliesañ e vez displeget ar verboù gant meur a arguzenn enne en ur ober gant meur a vorfemenn (Gw. ivez euskareg)
Meur a yezh komzet en Amerika a zo liessintezel evel an Inuktitut ("eskimoeg"), da skwer:
- tavvakiqutiqarpiit "Ha gwerzhet e vez butun ganeoc'h?"