Spiritus lenis
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar spiritus lenis (diwar al latin “analañ levn pe kompez”) pe psilon pneuma (diwar ar gresianeg ψιλόν) a zo anv ur sin diakritek implijet gant ar reizhskrivadur liestonel evit skrivañ ar henc'hresianeg. Ne vez ket implijet ken neuze hervez reolennoù ar sistem untonel rak aet eo da get ar son [h] diouzh ar gresianeg a-vremañ.
Lakaet e veze a-us pe da gleiz ur vogalenn evit merkañ ur vogalenn e penn-kentañ ur ger (pe eil vogalenn un diftongenn) distaget hep [h] en he raok.
Implijet e veze ivez gant al lizherenn |rho (ρ) a-wechoù met ne veze implijet biskoazh war all lizherenn upsilon (υ).
Sañset e oa bet diorroet ar sin-mañ diwar implij un hanter eus al lizherenn eta (H) ┤implijet gant rannyezhoù gresianek zo evit ober diouzh ar son [h]. Abaoe an grennamzer e vez skrivet gant stumm ur c bihan en tu-gin:
- <font size="+3"ἀ- ἐ- ἠ- ἰ- ὀ- ὐ- ὠ;
- Ἀ- Ἐ- Ἠ- Ἰ- Ὀ- Ὠ.
Implijet e veze ivez ar sin-mañ evit skrivañ henslavoneg an iliz gant al lizherenneg kirillek a-gozh evel-hen: ◌҆.