Tired lemm
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
An tired lemm (diwar al latin acutus) a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin.
Herwez ar langaj e c'hall sinifïañ meur a dra :
- merkañ mar ema serret ur vogalenn (galleg...)
- ... pe ar c'hontrol : merkañ mar ema digor (portugeg pelé, klevet evel ar galleg pélè)
- merkañ ar poues-mouezh (spagnoleg...)
- merkañ ema hir ur vogalenn (iwerzhoneg...)
- merkañ an ton-mouezh war-grec'h (vietnameg, romanisadur pinyin ar sinaeg...)
- dishañvaliñ homografoù : nederlandeg één (unan) versus een (un), spagnoleg él (eñv) versus el (an)
- E brezhoneg ne vez ket graet gant an tired lemm, war-bouez ar rannig-verb é (e gwirionez eo ur skrivadur tennet eus skritur hengounel yezh Gwened).
En un nebeud skridoù yezhoniezh pe studi (evel geriadur R. ar Porzh) e verk lec'h ar pouez-mouezh direizh : raktál da skouer.- En brezhoneg etrerannyezhel e vez lakaet war an "e" e-barzh un nebeud gerioù (yén, yér, kén, zokén...) ewid merkañ ema serretoc'h an /e/, distaget /i/ gant tud so. Ar silaboù-se a gemer ar poues-mouezh iwe. Dishañvaliñ a ra iwe ur c'houblad homografoù :
- ken na chomo den ebed kén.
Kavet e vez iwe war gensonennoù so, en poloneg, ewid merkañ emaint palatiset.