Romeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Romeg (Rromanes, Rromanì) | |
---|---|
{{{statud}}} | |
Perzhioù | |
Komzet e : | dre ar bed a-bezh |
Rannved : | |
Komzet gant : | 1 500 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek Yezhoù indez-iranek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | rom |
Kod SIL | |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ur yezh indez-aryek eo ar romeg (rromanes pe rromanì), komzet gant tro-dro da 1,5 million romad ha sintad (jipsianed) dre ar bed a-bezh.
- Roumania - 273 500 (1,2%)
- Slovakia - 253 943 (4,8%)
- Republik Tchek - 200 000 (1,7%)
- Bulgaria - 187 900 (2,48%)
- Hungaria - 150 000 (1,5%)
- Albania - 60 000 (1,67%)
- Gres - 40 000 (0,36%)
- Turkia - 10 633 (niveradeg 1960)
- Aostria - 6 273 (2001)
Genidik eus India eo ar yezh-mañ ha kar eo d'ar pandjabeg ha d'ar potwareg.
Meur a rannyezh ez eus :
- Vlac'heg (vlax) (Albania, Serbia ha Montenegro, Bosnia-Herzegovina, Hungaria, Roumania, Moldova, Ukraina, Aostria
- Romeg balkanek (Turkia, Gres, Bulgaria, Makedonia, Serbia-ha-Montenegro, Roumania, Moldova hag Ukraina
- Romeg Bro-Gembre
- Romeg Finland
- Sinteg (Aostria, Kroatia, Republik Tchek, Frañs, Alamagn, Italia, an Izelvroioù, Polonia, Serbia ha Montenegro, Slovenia, ha Suis)
- Romeg karpatek (Republik Tchek, su Polonia, Slovakia, Hungaria, Roumania ha Ukraina)
- Romeg baltek (Estonia, Latvia, Lituania, norzh Polonia, Belarus, Ukraina ha Rusia)
Teir rannyezh ez eus ivez en Anatolia:
- Romeg rumelek (rumely) e Uskudar. Geriaoueg levezonet-don gant ar gresianeg.
- Romeg anatolek. Geriaoueg levezonet-don gant an turkeg, ar c'hurdeg hag ar perseg
- Romaneg pochek (posha), komzet gant ar jipsianed genidik eus Armenia.
E Sveden hag en Aostria hepken ez eo bet anavezet ar Romeg ent-ofisiel gant ar stad.