Ptolemaios
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
- "Ptolemaios" a adkas amañ. Evit implijoù all, gwelet Ptolemaios (digejañ).
Klaoda Ptolemaios, anvet a-wechoù Ptoleme (Ptolemaios Thebaidos (Gorre Egipt, gresianeg: Κλαύδιος Πτολεμαῖος) e-tro 90 - Canope e-tro 168) a oa ur steredoniour hag un astrologour henc'hresian a veve e Aleksandria (en Egipt hiziv). Unan eus diaraogerien an douaroniezh eo bet ivez.
Meur a bleustrad skiantel zo bet savet gant Ptolemaios; daou anezho o deus bet ul levezon bras-kenañ war ar skiantoù islamek hag europat. An eil, ur pleustrad steredoniezh a anavezer hiziv dindan anv an Almagest (e gresianeg, Η μεγάλη Σύνταξις, Ar pleustrad bras). Egile eo an Douaroniezh, anezhañ ur gaozeadenn zon war anaoudegezhioù douaroniel ar bed gresian-ha-roman.
Taolenn |
[kemmañ] Steredoniezh
Gant Ptolemaios eo bet savet ar pleustrad steredoniezh anvet an Almagest (diwar ar ger-mell arabek al hag an anv-gwan gresianek en e zerez uhelañ "ar brasañ-holl"). El labour-se e kinnige Ptolemaios ur patrom douarkreizennet eus Koskoriad an Heol. Degemeret e voe ar patrom-se er c'hevredigezhioù arab hag europat e-pad ouzhpenn 1300 vloaz. En Almagest e kaver ivez ur roll stered hag ur roll steredegi koshoc'h eget ar reizhiad steredegi a-vremañ daoust m'eo diglok dre ma ne c'holo ket bolz an neñv penn-da-benn.
[kemmañ] Douaroniezh
Ur bennoberenn eo e Zouaroniezh. Kenstrollet en deus enni anaoudegezhioù ar bed da vare an Impalaeriezh roman. Dreist-holl eo en em harpet Ptolemaios war labourioù Marinos Tir, un douaroniour all, ha war menegerioù douaroniel an impalaeriezhioù roman ha pers. Douetañs a oa da gaout war ar pep brasañ eus ar mammennoù a oa en tu all da bevennoù an impalaeriezh roman.
Mont a ra ur gaozeadenn diwar-benn an hentenn labour hag ar roadennoù implijet d'ober lodenn gentañ an Douaroniezh. Evel en Almagest e voe strollet gant Ptolemaios en un hollad brasoc'h an holl ditouroù douaroniel a oa en e gerz. Reiñ a reas daveennoù d'an holl lec'hioù ha stummoù douaroniel anavezet gantañ a voe lakaet gantañ en ur gael a c'holoe ar blanedenn. Muzuliet e veze al ledred adal ar c'heheder evel hiziv ha pa vefe bet eztaolet diouzh pad an deiz hirañ kentoc'h eget dre zerezioù (tremen a ra pad goursav an hañv eus 12 eurvezh da 24 eurvezh a-feur ma pellaer eus ar c'heheder evit mont war-du penn-ahel an norzh). Merkañ a reas hedredenn an hedred 0 el lec'h kornôgañ anavezet gantañ, da lavaret eo an Inizi Kanariez.
Empenntiñ a rae Ptolemaios ivez ha reiñ a rae kuzulioù war an doare da dresañ kartennoù evit ar bed roman hag evit hollad ar bed annezet (oikoumene). En eil lodenn an Douaroniezh, e kaver ar rolloù topografek, hag an alc'hwezioù rekis evit ar c'hartennoù. Goleiñ a rae e oikoumene 180 derez ledred eus an inizi Kanariez (er Meurvor atlantel) betek Sina, ha 80 derez ledred dre vras eus Meurvor Arktika betek an Indez ha pell en Afrika. Emskiantek-mat e oa Ptolemaios ne'z ae ket e anaoudegezh eus ar bed pelloc'h eget ur c'hard eus ar blanedenn.
Siwazh, ne sav ket kartennoù koshañ dornskridoù an Douaroniezh uheloc'h eget 1300 well-wazh, goude ma voe addizoloet an destenn gant Maximus Planudes.
[kemmañ] Astrologiezh
Pleustrad Ptolemaios war astrologiezh an Tetrabiblos, a oa oberenn astrologel vrudetañ en Henamzer. Bras-tre e voe e levezon war studi ar c'horfoù egor en takad danloarel. Reiñ a rae displegadennoù war efedoù astrologel ar planedennoù diouzh o efedoù tommañ, freskaat, glebiañ pe sec'hañ.
[kemmañ] Sonerezh
Skrivet eo bet an Adsonennoù gant Ptolemaios ivez, anezho ur pleustrad sonerezhouriezh dave. Goude burutellañ doare e ziagentidi ec'h embann ennañ e tle an hedoù sonerezh bezañ diazezet war feurioù jedoniel (er c'hontrol da soñjoù kostezenn Arastoksen) skoazellet gant arselladennoù empirek (er c'hontrol da sell teorikel-rik skol Pitagoras). Kinniget en deus e rannadurioù personel eus ar bederc'hordennn hag eus an eizhvedenn, deveret gantañ gant un unkordenn. Testeniekaet eo dedenn Ptolemaios evit an astrologiezh dre ur gaozeadenn war sonerezh ar bouloù.
[kemmañ] Enoriñ
Anvet eo bet an asteroidenn 4001 Ptolemaios (4001 Ptolemaeus) en e enor; e anv zo bet roet d'ar c'hraterioù Ptolemaios war Meurzh ha war al Loar.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (fr)
Buhez Ptolemaios