Steredoniezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skiant evezhiañ an astroù hag an oabl eo ar steredoniezh. Kontet eo da skiant koshañ Mad-Den. Gouiziegezh vat a-fet ar steredoniezh (koublet alies gant ar steredouriezh), a zo bet gant an holl sevenadurioù aet da goll, ha kavet ez eus bet roudoù anezhe e pep seurt doareoù. Dispartiet e vez ar skiant e meur a dachenn : ar steredoniezh a evezhierezh, an astrometriezh, an astrofizik, hag ar gosmologiezh.
An astrofizik a zo ur brank eus ar steredoniezh hag eus ar fizik, ha sellet a ra diouzh aplikadennoù ar fizik er fenomenoù evezhiet gant ar steredoniezh. Evit bremañ, tout ar steredoniourien o deus ur stummadur hir ha resis war an astrofizik, hag o evezhiadennoù a vez studiet en ur genarroud astrofizik, setu n’eus ket kemend-all a gemm ken etre an daou gelenn-mañ.