Pondi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Pondi | |
Departamant | Mor-Bihan |
Bro hengounel | Bro Gwened |
Arondisamant | Arondisamant Pondi |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro Pondi |
Bro 'Voynet' | Bro Pondi |
Kanton | Kanton Pondi (pennlec'h) |
Kod INSEE | 56178 |
Kod post | 56300 |
Maer Amzer gefridi |
Jean-Pierre Le Roch 2001-2007 |
Gorread | 619 ha = 6,2 km² |
Hed | -2.98° |
Led | 48.07° |
Uhelder | keitat : 60 m bihanañ : 48 m brasañ : 192 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 13 508 () |
Stankter | war-dro 544 ann./km2 |
Pondi a zo ur gumun lec'hiet e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Anv melestradurel evit poent : Pontivy.
Taolenn |
[kemmañ] Brezhoneg
- Karta Ya d'ar brezhoneg zo bet sinet gant an ti-kêr.
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1984. 11,5% eus ar vugale a zo enno er c'hentañ derez. [1]
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Kastell ar Roc'haned
- Kastell ar Ger nevez
- Iliz Itron Varia ar Joa, XVIvet kantved
- Iliz Sant-Meriadek e kêriadenn Stival, XVIvet kantved
- Chapel an Houssaye
- Chapel Santez-Trefim
- Karterioù kozh gant tiez XVvet-XVIvet-XVIIvet kantved
- Porzh
[kemmañ] Douaroniezh
Treuzet eo Pondi gant ar stêr Blavezh
[kemmañ] Istor
Hervez ar richenn e oa bet krouet Pondi gant ar manac'h sant Ivi er VIIvet kantved.
Dispac'h Gall: gant lezenn an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Pondi da benn ur bann, eizh kanton ennañ: Baod,Bieuzhi-an-Dour,Ar Gemene, Klegereg, Logunec'h, Noal-Pondi,Pluniav ha Pondi.
D'an 9 a viz Du 1804 e oa anvet Pondi "Napoléonville" war urzh an impalaer Napoléon Bonaparte. Hemañ a soñje e oa Pondi ur gêr a c'hellfe bezañ pouezus-tre ma vije kleuzet kanolioù evit al listri-brezel a c'hellfe treuziñ Breizh pell eus re ar Saozon a oa mistri war ar mor : kanol ar Blavezh ha kanol Naoned-Brest.
Krouet eo bet diouzhtu ur c'harter nevez gant ur blasenn an armoù, un isprefeti, ur c'hazarn hag ul lise.