Kanol Naoned-Brest
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Un hent dour kleuziet e 1823-1834 evit ar bageerezh eo kanol Naoned-Brest. Tremen a ra dre draoñienn an Erzh, adstêr al Liger e Naoned ha skeiñ a ra war-du ar c'hornôg evit tapout traoñienn an Izar evit diskenn d'ar Gwilen. En ur vont uheloc'h e tap an Oud ar ganol dre Redon ha Josilin betek Roc'han ha Pondi. E traoñienn ar Blavezh e ya an hent dour e-biou da dourioù Lenn Gwerledan. Dre ur skalier skluzioù e ya ar ganol betek an Aer, adstêr ar Stêr-Aon, dre gêr Karaez. E Speied e gej ar ganol gant ar Stêr-Aon a ya betek Lennvor Brest dre Kastell-Nevez-ar-Faou ha Kastellin.