Pireneoù-ar-Reter
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Pireneoù-ar-Reter (katalaneg: Pirineus Orientals; okitaneg: Pirenèus Orientals; galleg:/stumm ofisiel nemetañ: Pyrénées-Orientales) zo un departamant gall e kreisteiz Bro-C'hall (66), war lez ar Mor Kreizdouarel ha sko ouzh Spagn war un dro.
Perpignan eo ar penn-kêr anezhañ.
Stummet eo bet an departamant gant ar Rousilhon hag ar Vallespir katalanek hag un nebeudig parrezioù okitan.