Paleozoeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar paleozoeg (eus ar gresianeg παλαιος "kozh" ha ζωον "aneval")a zo a hini kentañ eus an tri marevezh douarouriel ar fanerozoeg. Eñv en em astenn eus 542 milion a vloavezhioù'zo betek 251 milion a vloavezhioù'zo. E c'hwech maread douarouriel eo disrannet : Kambrian, Ordovisian, Silurian, Devonian, Karbonifer, Permian.
[kemmañ] Ar vuhez balezoeg
En em astenn a ra ar paleozoeg eus donedigezh eus an organegoù kentañ ur grogen ganto betek peuraloudabegoù ar c'hevandirioù gant ar stlejviled hag plantennoù arnevez. E harzioù izelañ a lec'hjod da amzer donedigezhioù war-wel an tribolitoù hag an arc'heocyathided. Hiziv e lakaer anezho kentoc'h war-dro ar poent lec'h ma teu war-wel ar fosil anvet Trichophycus pedum. Echuiñ a ra gant lazhadeg vras ar permian, an hini vrasañ en istor an Douar adalek donedigezh war-wel an organegoù lieskellek kentañ.
E deroù ar marevezh e oa termenet ar vuhez ouzh bakteri, spoue, bezhin unankellek, hag un nebeut anevaled gwak o c'horf strolet dindan anv faon Ediakaria. Un niver bras a planioù korfel a yeas diwar-wel 540 milion bloaz'zo - un darvoud anavezert evel an darzhadeg gambrian - met un nebeut anezho hepken a dreuzvevas. Posupl eo e aloubas organegoù eeun ar c'hevandir e deroù ar proterozeg met n'eo nemet e-pad ar Silurian e em stalias en un doare gwir ar vuhez war an douar. Daoust ma kaver restachoù a vellkeinegedkerkent ar c'hambrian e chomas an divellkeineged an doare buhez pennañ. E-pad an Devonian en em skignas ar pesked.
E-pad ar paleozoeg diwezhañ e oa goloet un darn vras eus ar pezh a zo Europa hiziv gant koadegoù geunniek hag a zo e orin ar gweleadoù glaou a-vremañ. E-fin ar paleozoeg e yeas war-wel ar stlejviled vras gentañ, hendadoù an dinosaored.
[kemmañ] Douarouriezh
Un nebeut goude torradur an dreistkevandir Pannotia ha fin ar maread-skorn bedel diwezhañ e teraou ar paleozoeg. E-pad hanterenn gentañ ar maread evo disrannet an tirioù en un niver eus kevandirioù bihan. Tostaat a rejont, avat, e-fin ar paleozoeg da furmiñ un dreistkevandir, Pangea e anv, a endalc'he darn vrasañ tirioù an Douar.
[kemmañ] Liammoù diavaez
Hoalad ar Paleozoeg | |||||
---|---|---|---|---|---|
Kambrian | Ordovisian | Silurian | Devonian | Karbonifer | Permian |