Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Al Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel (LFE) a zo ul lizherenneg bet ijinet a-ratozh kaer evit gallout treuzskrivañ sonennoù n'eus forzh peseurt yezh komzet.
Setu un nebeut skwerioù: |
|||
yezh | ger skrivet | fonetikel | fonologel |
---|---|---|---|
galleg | endurer | [ɛ̃.d̪y.ˈʁe] | /ɛ̃.dy.ˈre/ |
alamaneg | dulden | [ˈdʊl.dn̩] | /'dul.dn/ |
saozneg | tolerate | ['tʰɒl.əɹ.eɪt] | /tɒl.ər.eit/ |
spagnoleg | aguantar | [a.ɰwan̪.ˈt̪aɾ] | /a.guan.ˈtaɾ/ |
sineg | 忍 | [ʐə˨˩˦n] | /ren3/ |
Bez ez eus 118 lizherenn diazez el LFE a dalvezont da dreuzskrivañ ar sonioù kavet aliesañ e yezhoù ar bed. An darn vrasañ eus al lizherennoù a zo lizherennoù latin pe gresian treuzfeurmet pe get, d.s. ɾ, ɽ, ɺ, ɹ diwar r ha ɘ, ǝ diwar e.
Sinoù ispisial all a c'hell bezañ implijet a-gevtret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioù fonetikel bihan. 76 sin a seurt-se ez eus, evel, da skwer [β̞] e lec'h [β]. Sinoù all ez eus ivez evit diskwel an tonennoù ha lec'h an taol-mouezh (') pe ur gensonenn silabennek ( ̩).
Implijet e vez kromelloù evit an treuskrivadennoù fonetikel evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoù fonologel.
Taolenn |
[kemmañ] Istor al LFE
Diorroet e oa bet er penn-kentañ al lizherenneg gant kelennerion war ar saozneg ha war ar galleg dindan beli Paul Passy o labouraet e framm ar Gevredigezh Fonetikel Etrebroadel bet krouet e Pariz e 1886 gant an anv Dhi Fonètik Tîcerz' Asóciécon. Embannet e voe al lizherenneg evit ar wechh kentañ e 1888 awenet gant al lizherenneg romek ijinet gant Henry Sweet, diorroet war he zro diwar diaezoù al lizherenneg fonotipikel krouet gant Isaac Pitman hag Alexander John Ellis.
Adwelet eo bet al lizherenneg peder gwech en holl betek hen e 1900, e 1932, e 1989 hag e 1993.
[kemmañ] Al lizherenneg
[kemmañ] Vogalennoù
[kemmañ] Rannoù
Lizherennoù ez eus el LFE evit ar vogalennoù pennañ distaget dre ar genoù (da lâret eo hep friadur). Renket e vez ar vogalennoù hervez ar perzhioù-amñ da heul:
- an digoradur: digor, damdigor, digor-kreiz, kreiz, serr-kreiz, damserr, vogalenn serr
- o lec'h distagañ: a-raok, tost a-raok, a-greiz, tost a-dreñv, a-dreñv;
- pa vezont ront pe get
[kemmañ] Hirder ar vogalennoù
Diswelet e vez ez eo hir ur vogalenn gant ur sin ispisial anvet kronenn (ː). Peurliesañ avat e vez implijet an doau bik en e plas, d.s. [a:] e-lec'h [aː].
[kemmañ] Kensonennoù
[kemmañ] Rannoù
Renket e vez ar c'hensonennoù hervez ar perzhioù-amañ da heul:
- an doare fonadur ;
- al lec'h distagañ ;
- pa vezont mouezhiet pe divouezh
[kemmañ] Hirder ar c'hensonennoù
Diswelet e vez ar c'hensonennoù hir er mems mod evit gant ar vogalennoù, d.s. [treuzskrivet e vefe ar [magyareg]] mit mondott? ('petra ac'h eus lâret?') [mɪt̪ mo̟n̪d̪o̟t̪ː] pe ez-fonologel /mit mondotː/.
[kemmañ] Ar silabennoù
Implijet e vez ur varennig uhel (ˈ) a-raok d'ur silabenn evit diskwel lec'h an taol-mouezh pennañ. Evit an taol-mouezhioù a eil renk e vez implijet ur varrenig izel (ˌ).
Talvez a ra ar pik (.).
Da skwer, setu penaos e vez treuzskrivet ar ger alamanek Rindfleischetikettierungsüberwachungsaufgabenübertragungsgesetz [ˌʁɪnd̥.flaɪʃ.ʔe.tɪ.ke.ˌtiː.ʁʊŋs.ʔyˑ.bɐ.va.χʊŋs.ʔaʊf.ˌgɑː.bn̩.ʔyˑ.bɐ.ˌtʁ̥ɑː.gʊŋs.gə.ˈzɛt͡s].
[kemmañ] Gwelet ivez
- Fonologiezh
- Kensonenn
- Vogalenn
- Doare fonadur
- Lec'h distagañ
- Treuzskrivadur
- SAMPA
- X-SAMPA
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Lec'hienn ofisiel ar Gevredigezh Fonetikel Etrebroadel l’Association phonétique internationale (e saozneg).
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |