Fonologiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Evit kompren mat petra a dalv ar fonologiezh eo mat he c'henveriañ gant ar fonetik: plediñ a ra ar fonetik gant studi ar sonioù a c'heller kavout er yezhoù ('fonennoù'), ar fonologiezh, avat, a denn d'ar perzh a c'hoari ar sonioù en ur yezh resis (d.l.e. ar 'fonemoù'). Da skwer, fonologel eo an diforc'h e brezhoneg etre ar vogalennoù hir hag ar vogalennoù berr rak daou c'her disheñvel eo kannañ ha kanañ pa n'eus kenetreze nemet an diforc'h fonetikel-se keit ha ma c'heller ober an hevelep sonioù berr hag hir e galleg hep cheñch ster d'ar gerioù dre-se: n'eo ket fonologel an diforc'h fonetikel-se e galleg, neuze.
Penaos renabliñ fonemennoù ur yezh
Pal ar fonologiezh a zo kavout an holl diforc'hioù fonetik hag o deus ur perzh strukturel da c'hoari en ur yezh resis, da lâret eo dizoleiñ peseurt sonioù a dalvez da fonemoù er yezh-se. Graet e vez kement-mañ dre glask parioù nebeutañ, da lâret eo parioù gerioù hag a zo gerioù disheñvel en ur yezh dre cheñch perzh ur son nemetken.
Ret eo d'ar fonemoù en ur par nebeutañ kaout ur re berzhioù fonetik boutin, da skwer:
posubl eo kenveriañ:
/p/ stankus gweuz-ha-dent divouezh
ha
/b/ stankus gweuz-ha-dent mouezhiet
met n'eo ket posubl kenveriañ:
/p/ stankus gweuz-ha-dent divouezh
ha
N'eo ket heñvel dre-ret, anat eo, fonemoù ur yezh resis ha re ur yezh all.
Alofoniezh (saoz. 'allophony')
Ouzhpenn ar fonemoù eo ret komz ivez eus an alofonennoù. An alofoniezh a zo anezhi an doareoù disheñvel a zo da distagañ ur fonemenn hep cheñch ster ur ger. Da skwer, bez' e c'heller distagañ an /r/ e brezhoneg e meur a doare disheñvel hervez al lec'h, met komprenet e vez ez eo un 'r' memestra. Alofonennoù int.
Un doare alofonenn ispisial anavet 'alofonenn lec'h' e gaver hervez al lec'h ma kaver ur fonemenn en ur ger. Da skwer e saozneg e vez distaget en un doare disheñvel ar fonemenn /p/ hervez ma vez kavet e penn ur ger, e lost ur ger pe etre vogalennoù - met ur /p/ a van memestra.
Al liveadur (saoz. 'neutralisation')
Setu ur c'hoarvoud a gaver e brezhoneg. Pa'z a da get un diforc'h fonologel hervez reolennoù resis, da skwer hervez al lec'h ma kaver ur fonemenn ennañ, e vez graet 'liveadur' eus an darvoud-se. Da skwer, fonemennoù disheñvel eo /p/ ha /b/ e brezhoneg nemet pa vezont kavet e lost ur ger e lec'h ma teu an daou da vezañ /p/ - da lâret eo e vez liveet an diforc'h etre kensonnennoù mouezhiet ~ divouezh e dibenn ur ger.
An heñvelaat (saoz. 'assimilation')
Ret eo ober an diforc'h etre al liveadur diouzh un tu hag an heñvelaat diouzh an tu all. Lâret e vez eo bet 'heñvelaet' ur fonemenn pa vez livet gant perzhioù ar fonemennoù a deu war he lerc'h (heñvelaat war-raok) pe en he raok (heñvelaat da heuilh). E brezhoneg e vez kavet c'hoarvoudoù a seurt-se pa vez distaget mat eo /madeo/ rak mouezhiet e vez an /t/ e dibenn ar ger abalamour ma eo ar mouezhiañ ur perzh fonetikel eus ar vogalenn da heul.
Ar fonologiezh uselfennek (saoz. 'suprasegmental phonology')
Studiet e vez ar c'hoarvoudoù deskrivet a-us gant ar fonologiezh elfennek (saoz. 'segemental phonology'). Gant ar fonologiezh uselfennek, vat, e vez studiet c'hoarvoudoù na dennont ket da sonennoù ar yezh o-unan evel taol-mouezh ar gerioù (saoz. 'stress'), taol-mouezh ar frazennoù (saoz. 'intonation') hag an tonennoù evel ar re a kaver e yezhoù evel ar sinaeg gant ar fonologiezh.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |