Kab Horn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Emañ Kab Horn e penn su an enezeg chilenat anvet Douar an Tan. Gwelet e vez dre voas evel al lec'h suañ e Sumerika. Anvet eo bet diwar anv kêr Hoorn (Izelvroioù) p'en deus kaset daou lestr e 1615 evit gwiriekaat e vije posubl tremen e Su Douar an Tan p'en doa kredet James Cook e vije posubl korntreiñ ur c'hab suoc'h eget Strizh-mor Magalhaes. Dizoloet eo bet ar c'hab e Genver 1616.
Ar c'hab suañ e-touezh ar c'haboù meur eo ivez hag war kostez Norzh Tremen Drake emañ. E-pad kantvedoù eo bet Kab Horn ul lec'h tremen eus ar re bouezusañ pa oa implijet evit mont eus Europa da Azia hag en-dro. Gant listri-dre-lien e veze treuzdouget ar marc'hadourezhioù tro-dro d'ar Voull-Douar ha koulskoude eo dañjerus-tre ar mor ahont pa 'z eus korventennoù paot, gwagennoù divent ha skorngrec'hioù alies a-walc'h..
Ur seurt lec'h vojennel eo ar c'hab diouzh an diaesterioù merdeiñ, an danevelloù diwar-benn peñseoù hag brud ar vered listri a zo di. Lesanvet eo ar c'hab ar C'hab kalet pe Kap ar c'horventennoù.
Hiziv n'eus ket mui kalz a lestr-samm|listri-samm o tremenahont p'eo bet kleuziet Kanol Panamá. Ul lec'h arouezel eo evit ar bagoù-dre-lien sachet gant an dae mont dreist an diaesterioù. Meur a regadeg bras a zo o hent tal Kab Horn, da skouer ar "Vendée Globe Challenge".
[kemmañ] Douaroniezh
Lec'h suañ an douaroù Suamerika eo Kab Horn (55°59’00’’ S ha 067°16’00’’ W, war Enez Horn , houmañ e enezeg a zo e anv an Inizi Hermite e penn Su Douar an Tan