John Keats
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
John Keats a zo ur barzh saoz ganet d’an 31 a viz Here 1795 e Finsbury Pavement, damdost da Londrez, ha marvet d’an 23 a viz C'hwevrer 1821 gant an droug-skevent e Roma (Italia). Unan eus barzhed veur ar romantelezh saoz e oa Keats, gant Wordsworth, Shelley ha Byron.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Ganet e oa en un tiegezh a renk izel ha mervel a reas e dad digantañ pa ne oa nemet 10 vloaz. Abredik e stagas da studiañ henlennegezhioù Hellaz ha Roma ha hini e amzervezh. Marvet e vamm e 1810 e rankas deskiñ ar vicher surjian. E 1814 avat e tilezas ar studi evit skrivañ hag e tarempredas metoù ar skrivagnerien. Buan e reas anaoudegezh gant arzourien evel Leigh Hunt, Percy B. Shelley pe Benjamin Robert Haydon. Gant Leigh Hunt e voe skoazellet da embann e varzhoneg kentañ, Lines in Imitation of Spencer, en ur gelaouenn e miz Mae 1816.
E 1817 e teuas a-zindan ar wask e dorkad kentañ a varzhonegoù, anvet Poems, met ne reas tamm berzh ebet. Dilezet ma oa bet gant e vreur George a oa aet da chom da Amerika e klaskas reiñ harp d’e vreur Tom a oa tapet gant ar boeson hag a varvas diwar se e 1818.
D’ar c’houlz-se eo e krogas Keats da labourat war-dro e varzhoneg veur Endymion, embannet e 1818.
Savet eo ar varzhoneg-se, a ya da vagañ peder levrenn, diwar henvojennoù Hellaz, ha hini Endymion, a oa bet lakaet da gousket gant Zeus abalamour da ziwall e gened da viken. Er c’heid-amzer-se eo e pegas ar c’hleñved ennañ.
E 1820, e voe embannet Hyperion, a voe daskemmet gantañ hag adembannet e 1856 dindan an anv The Fall of Hyperion, savet ivez diwar henvojennoù Hellaz (Hyperion o vezañ unan eus Titaned Hellaz kozh). Er bloavezh-se e voe embannet barzhonegoù all evel : Lamia, Isabella, Ode to a Nightingale, Ode on a Grecian Urn, Ode to Psyche. Dre ma’z ae e yec’hed war fallaat e voe aliet gant e vedisin kuitaat Bro-Saoz ha da vont da Italia. Hag a reas eta e kompagnunezh e vignon Joseph Severn. Goude ur chomadenn e Naplez, ez eas da Roma da vevañ, eno e laoskas e analad diwezhañ. Goulenn a reas skrivañ war e vez Here lies one whose name was writ in water (Amañ ez eus gourvezet unan hag a oa skrivet e anv en dour).
[kemmañ] Levezon
Gant e vuhez hag e oberenn eo e voe awenet romantoù ar skrivagner skiant-faltazi Dan Simmons, Hyperion hag Endymion dreist-holl.
[kemmañ] Oberoù
- Lines in Imitation of Spencer ;
- Endymion ;
- Tales and Poems, ennañ Hyperion ;
- The Eve of S. Agnes.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- John Keats