Hent-houarn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An hent-houarn a zo ur sistem treuzdougen div lodenn ennañ :
- an isframm, graet gant an hent-houarn, div steudad linennoù-houarn pe roudennoù lakaet war an treuzadelloù, ar re-se lakaet war un hentad men (ar ballast)
- an aveadur ruilh, hemañ o tremen dindan stumm un treñ, (anvet strobad (treuzdougen)|strobad ivez) da lavaret eo ur steudad gweturioù stlejet gant ur stlejerez peurliesañ. Bez ez eus ivez trenioù emlusk enno unan pe daou pe dri strobad gweturioù hep stlejerez. Evel-se e cheller staliañ ar c'hefluskerien e meur a lec'h (unan pe daou e pep strobad).
Dre astenn, hent-houarn a vez implijet evit an embregerezhioù-korvoiñ, da lavaret eo ar re a laka an hentoù-houarn da vont endro.
An dro-lavar hent-houarn a zeu eus ar galleg , hemañ un droidigezh rik eus ar saozneg . Ez-ofisiel eo bet lakaet war wel en ordrenañs roueel embannet d'ar 26vet a viz C'hwevrer 1823 p'eo bet aotreet ma vo savet al linnenn hent-houarn kentañ e Bro-C'hall evit ur vengleuz c'hlaou e Sant-Steven (Loire).