Nisa
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Nisa (okitaneg: Niça) a zo hiriv penn-kêr departamant an Alpes-Maritimes.
[kemmañ] Douaroniezh
Emañ kêr Nisa war ribl ar Mor Kreizdouarel, e pleg mor an Aelez (baie des Anges), torgennoù en-dro dezhi, sko ouzh menzioù ar Mercantour, bevennet gant traonienn ar stêr Var er c'hornog ha gant ar menez Boron (Mont-Boron) er reter.
Div stêr a red dre gêr (nemet d'an hañv, pa'z eont da hesk):
- ar Paillon er reter (34 km),
- ar Magnan er c'hornog, kalz beroc'h.
Un toulladig torgennoù a sav o fenn a-us d'ar gêr, menegomp div anezhe:
- hini Cimiez gant dismantroù eus an Henamzer;
- hini ar c'hastell, etre ar gêr gozh hag ar porzh.
An eil kêr c'hall eo evit a sell an douristelezh, gant an eil aerborzh gall evit a sell niver ar veajerien: tost da 10 000 000 e 2005.
[kemmañ] Istor
Kontelezh Nisa a oa bet staget ouzh Bro-C'hall e 1860.