Aozadur ar Broadoù Unanet
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) pe ar Broadoù Unanet, bet diazezet d'ar 24 a viz Here 1945 e San Francisco (SUA) e diwezh an eil brezel bed a zo an aozadur etrebroadel brasañ er bed.
[kemmañ] Orin
Ha p'eo bet kroget d'an 10 a viz Here 1946 emvodoù ar Vodadeg-Veur gentañ e Westminter (Londrez) emañ e sez e New York en ur savadur hir-tre, ur skraber-oabl war riblenn an East river (stêr ar reter).
Diaraoger an aozadur bedel-mañ a zo bet Kevredigezh ar Broadoù, houmañ krouet en ur mare damheñvel, an hini a heulias ar Brezel bed kentañ. Diazezet eo bet ar c'hKaB e 1919 diwar divizoù Feur-emglev Versailhez evit lakaat ar riezoù da genlabourat ma vo sevenet ar peoc'h hag ar surentez.
Bez' e c'hell emezeliñ pep riez (Stad dreist) anavezet ez-etrebroadel. Ar Sez santel (Vatikan) n’emañ ket ezel, na Taiwan kennebeut.
E 2005 e oa 191 ezel en aozadur.
Unan eus oberennoù pennañ ABU a zo bet Disklêriadur hollvedel Gwirioù Mab-den e 1948.
[kemmañ] Gwelet ivez
Bannieloù Aozadur ar Broadoù Unanet hag e aozadurioù arbennik