Wiener Neustadt
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Riez | Aostria |
Rannvro / Stad kevredet | Aostria-Izel |
Kod post | 2700 |
Kod pellgomz | (43) 2622 |
Maer (Bürgermeister) | Bernhard Müller (sokialour) |
Gorread | 60.96 km² |
Hed | 16° 15' R |
Led | 47° 49 N |
Uhelder | 265 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 39 208 (2001) |
Stankter | 643.2/km² |
Wiener Neustadt (hungareg: Bécsi Újváros, latin: Civitas Nova Viennensis) a zo ur gêr e gevred Aostria-Izel. Diazezet e voe gant dug Leopold Vvet a vBabenberg e 1194 gant ar priz-frankiz en doa bet gant Richard Kalon-Leon, roue Bro-Saoz. Etre 1487 ha 1490 e oa Wiener Neustadt perzh eus Hungaria. E 1786 e voe distrujet gant ur c'hren-douar hag adsavet e stil ar Barok. E 1944 e voe distrujet adarre, gant bombezennoù saoz hag amerikan ar wezh-mañ. E fin an Eil Brezel Bed ne chomas nemet 18 ti diwar 3000 en o sav.
[kemmañ] Tud vrudet a Wiener Neustadt
- Frederig II a vBabenberg, dug
- Maksimilian Iañ a Habsbourg, impalaer, kentañ pried Anna Vreizh
- Ferdinand Porsche, ijinour
- Michael Haneke, leurenner
[kemmañ] Gevelliñ
Gevellet eo Wiener Neustadt gant Monheim am Rhein (Alamagn), Desenzano del Garda (Italia), Sopron (Hungaria) ha Ningbo (Sina).