Verona
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Verona |
|
---|---|
Riez | Italia |
Rannvro | Veneto |
Kod pellgomz | 045 |
Maer Amzer gefridi |
Paolo Zanotto |
Gorread | 206.63 km² |
Poblañs hep kontoù doubl | 259,968 (2004) |
Stankter | 1,254/km² |
Verona zo ur gêr en Italia an hanternoz. Sez un eskopti eo hag hini gouarnamant ar broviñs ivez. E-kichen ar stêr Adige hag al lenn Garda emañ. Abalamour d'he lec'hiadur e veze liñvadennet a-blaen betek savidigezh hent-riboul Mori-Torbole. Brudet eo serc'hed Verona, da lavarout eo Romeo ha Julieta.
[kemmañ] Istor
Unan eus keodedoù an Euganei a oa Verona met d'ar Genomani e oa ret dezho he reiñ e 550 kt J-Z. Dra roman e yeas war dro 300 kt J-Z ha d'un drevadenn roman e 89 kt J-Z. Ur greizenn genwerzhel e oa e-pad an holl henamzer.
E 489 e oa aloubet gant roue ar c'hoted Theodorik a savas e balez enni. E dornioù ar c'hoted e chomas e-pad an holl vrezel gotek, estreget e 541 pa antreas un ofiser armeniek enni. Tabut e-touez ar jeneraled vizantinat a aotre ar c'hoted d'he mirout avat. En aner hec'h argasas Valerian e 552 ha gant peurziskar ar galloud gotek en Italia e kouezhe ar gêr hepken.