The Doors
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
[kemmañ] Ar sonerien
- Jim Morrison, kan
- Ray Manzarek, klaouier
- Robbie Krieger, gitar
- John Densmore, batiri
[kemmañ] Istor
The Doors so ur strollad rock bed saved e 1965 ba Los Angeles, California, goude ur gejadenn etre Morrison ha Manzarek, dow zen diplomed deus an UCLA. Kanet n'a Morrison un neubeud kanowennoù ewid Manzarek, Moonlight Drive ha reow all. Be' oa Manzarek barzh ur strollad all dijà (Rick and The Ravens), pa oa Krieger ha Densmore o c'hoari gant The Psychedelic Rangers, med anaoud a rae an dow-mañ Manzarek dre relassionoù komun.
Ewid ar re a blij The Doors dehe, e teue an hoal pennañ gant komsioù skrived ga' Jim Morrison. A-hend-all : ar son jazzy ga' Densmore, mailhoni ha saouzanidigezh klaouier Ray Manzarek (gant ar fed e c'hoaïe bass gant e zorn klei ha piano gant e zorn all), ha stil ar gitarer Robbie Krieger ga' levesonoù a-beb-sort, sort d'ar flamenco, ar musik indian, ar blues hag ar gitar klassik : toud an trow-se a ra ur stil hag ur son hep e bar.
Dond a ra an hano « The Doors » deus ul leor bed skrived ga' Aldous Huxley, The Doors of Perception, amprested a-raog c'hoazh diwar ur poèt deus an XVIIIved kantved, William Blake : "If the doors of perception were cleansed, everything would appear to man as it truly is, infinite " (« mar vefe nettaed dorioù ar persepsïon, en em ziskouezfe peb tra d'an den evel emà en gwirionez : infinit »)
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.