Skritur kannadek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Kentoc'h eget ul lizherenneg ez eo ar skritur kannadeg un abugida. Implijet e vez dreist-holl evit skrivañ ar c'hannadeg, ur yezh dravidek komzet e Su India.
Nav lizherenn ha daou-ugent a zo en damlizherenneg-mañ hag heñvel-tre eo he struktur ouzh hini ar skriturioù indezek all savet diwar ar skritur brahmi, d.s. an devanagari. Da lâret eo e talvez pep lizherenn diazez d'ur gensonenn staget ouzh ur vogalenn diazez. Kemmet e vez ar vogalenn dre ouzhpennañ skrapoù ha pikoù a bepseurt a-us pe tro-dro d'al lizhernn diazez pe ivez evit lakaat ar vogalenn diazez da vezañ mut.
Stummoù diverret ispisial anvet ottakshara ez eus ivez implijet pa vez skrivet ur gensonenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.
Renket e vez al lizherennoù diazez hervez tri rumm pennañ: swara (vogalennoù), vyanjana (kensonenn) ha yogavaaha (damvogalennoù pe damgensonennoù).
Taolenn |
[kemmañ] Vogalennoù
Bez' ez eus 14 vogalenn en holl: ಅ (a), ಆ (aa), ಇ (e), ಈ (ee), ಉ (u), ಊ (uu), ಋ (rr), ೠ (between rruu and rrii); ಎ (a~), ಏ (ea), ಐ (ai), ಒ (o), ಓ (oo), ಔ (ou)
[kemmañ] Kensonennoù
Graet e vez an diforc'h etre daou doare kensonenn disheñvel: ar re skrukturet hag ar re amstrukturet. Isrannet e vez ar re strukturel e pemp isrumm hervez al lec'h distagañ hag ivez hervez ma vezañ mouezhiet ha c'hwezhet pe get.
[kemmañ] Kensonennoù strukturet
Staon - ಕ (ka), ಖ (kha), ಗ (ga), ಘ (gha), ಙ (nga)
Toenn ar genoù - ಚ (ca), ಛ (cha), ಜ (ja), ಝ (jha), ಞ (nya)
Tro-gil - ಟ (tta), ಠ (ttha), ಡ (dd), ಢ (ddha), ಣ (nna)
Dent - ತ (ta), ಥ (tha), ದ (da), ಧ (dha), ನ (na)
Diweuz - ಪ (pa), ಫ (pha), ಬ (ba), ಭ (bha), ಮ (ma)
[kemmañ] Kensonennoù amstrukturet
Ar kensonennoù amstrukturet a zo an holl re a van a n'haller ket renkañ hervez al lec'hioù distagañ pennañ: ಯ (ya), ರ (ra), ಲ (la), ವ (va), ಶ (sha), ಷ (ssa), ಸ (sa), ಹ (ha), ಳ (lla)
[kemmañ] Damvogalennoù/Damgensonennoù
Anusvara: ಂ (am) ha visarga: ಃ (ah)
[kemmañ] Ar sifroù
Setu sifroù hengounel an doare-skrivañ kannadek: ೦ (0), ೧ (1), ೨ (2), ೩ (3); ೪ (4), ೫ (5), ೬ (6), ೭ (7), ೮ (8), ೯ (9)