Seisyllwg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur rouantelezh e merven bro-gembre a oa Seisyllwg. Krouet e oa bet gant roue Seissyll, un diskennad eus Usai, mab roue Ceredig Ceredigion. Roue Ceredigion e oa e-pad ar seizhvet kantved. Aloubiñ a reas Dyfed hag a-benn stagañ Ystrad Tywi e teuas.
Seisyllwg e oa anvet rouantelezh unvanet Ceredigion ha Ystrad Tywi en e enor. War dro 800 et stagas ar rouantelezhioù Builth ha Gwerthrynion ha da rouantelezh pennañ kembre e yeas. Dieub a chomas ar rouantelezh betek 872 p'en em veuzias e roue diwezhañ Gwgan ap Meurig. Tremen a reas ar rouantelezh da Angharad ferch Meurig ha, drezi, d'he breur Rhodri Mawr a roas anezhi d'e vap Cadell ap Rhodri. Goude-se e oa reolet Seisyllwg gant ur skour eus tiegezh roueel Gwynedd evel un isrouantelez.
Taolenn |
[kemmañ] Tud brudet ganet e Seisyllwg
- Priñs Sande Seisyllwg
- Sant Dewi
- Sant Cungar Kongresburi
[kemmañ] Listenn roueed Seisyllwg (disklaer eo an amzeriad)
[kemmañ] Tiegezh Seisyll
- Arthwyr ap Seisyll (700 - 735)
- Dyfnwal ap Arthwyr (735 - 770)
- Meurig ap Dyfnwal (770 - 807)
- Arthen ? 807 (Annales Cambriae).
- Gwgan ap Meurig (808 - 872)
- Angharad ferch Meurig (g.810) c'hoar Rhodri Mawr, Roue Gwynedd ha Powys
[kemmañ] Tiegezh Gwynedd
- Cadell ap Rhodri (872 - 909)
- Clydog ap Cadell (909 - 920)
- Hywell Dda (920 - 950)
[kemmañ] Unvaniezh gant Dyfed
E 920 kantved e unvanas Hywell Dda Seisyllwg ha Dyfed da grouiñ Deheubarth
Keltia | ||
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |