Deheubarth
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Deheubarth (pe Dehoubarzh hervez doare ar brezhoneg a vremañ) a oa ur rouantelezh e mervent Kembre (deheu, dehou a dalv kement ha "kreisteiz").
Taolenn |
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Deheubarth kent an aloudabeg norman
Krouet e voe Deheubarth gant Hywell Dda war-dro 950 pa gemeras broioù Seisyllwg ha Dyfed. En amzer-se en em astenne war Dyfed, Ceredigion hag Ystrad Tywi. E gêrbenn a oa Dinefwr
Evel ar rouantelezhioù kembrea arall e padas betek aloudabeg an Normaned, zoken ma ne oa ket dieub e-pad tout ar marevezh. Gant Llywelyn ap Seisyll eus Gwynedd e oa staget e 1018 ha gant Rhydderch ab Iestyn eus Morganwg e 1023. Gruffydd ap Llywelyn a stagas ar vro addare met goude e faezhidigezh ha varvelezh e Hereford e adkavas renziad Dinefwr e c'halloud.
[kemmañ] Aloudabeg an Normaned ha diskar ar rouantelezh
Eus 1078 da 1093 e renas Rhys ap Tewdur. A-benn e teuas da ziarbenn meur a arnodenn d'e zidronañ ha brasaat a reas galloud e rouantelezh. Kinniget e oa gant an Normaned-saoz ha ganto e voe lazhet e 1093 en ur zifen Brycheinog. Goude e varvelezh e aloubas an Normaned-saoz darn vrasañ e rouantelezh. E-pad un amzer e voe kaset e vap, Gruffydd ap Rhys, d'un tec'hour. D'adgemer ul lodenn vihan e rouantelezh, war dro Cantref Mawr, e teuas a-benn met ar peurrest a oa staget gant aotrounez norman.
Un emsavadeg vras a oa a-enep an Normaned-saoz e 1136 hag kevreañ a reas Gruffydd ap Rhys gant Gwynedd. Asambles gant Owain Gwynedd ha Cadwaladr ap Gruffydd eus Gwynedd e trac'has an Normaned-saoz en Emgann Crug Mawr e-kichen Kardigan. Frankizañ a rejont Ceredigion a oaun darn istorel eus Deheubarth. Staget e oa gant Gwynedd, avat, ha Gruffydd ap Rhys a varvas er bloaz war-lec'h e plegennoù dianav.
Goude e vavelezh e dremenas ar rouantelez d'e vibien Anarawd, Cadell, Maredudd and Rhys ap Gruffydd. Er c'hontrol ar pezh a c'hoarvezhe alies ne vrezeljont ket evit an tron met ren a rejont an eil goude an egile. An hini yaouankañ,Rhys ap Gruffydd a renas eus 1155 da 1197 ha adaloubiñ a reas un darn vras eus rouantelezh e dad.
Goude e varvelezh, avat, e oa rannet Deheubarth etre e vibien. Ar re-mañ a yeas da wizion Llelewyn Meur Gwynedd. Da get ez eas rouantelezh Deheubarth da vat e 1234, goude ma voe aotreet gourvibien d'ar roueed kozh da ren war Cantref Mawr hag Ystrad Towi betek 1283.
[kemmañ] Tud brudet ganet e Deheubarth
Sulien eus Llanbadarn (g. 1030) a yeas da eskop e 1073. Skrivañ a reas kalz sagaioù. E servij an Iliz e heulias e vibien (ne oa ket difennet da veleien d'en em zimeziñ c'hoazh).Rhygyfarch eus Llanbadarn a skrivas ur "Vuhez Sant-David".
[kemmañ] Listenn rouaned ha priñsed Deheubarth
[kemmañ] Rouaned Deheubarth
- Hywel Dda ap Cadell (909 – 950)
- Rhodri ap Hywel (950 – 953)
- Edwin ap Hywel (950 – 954)
- Owain ap Hywel (950 – 987)
- Maredudd ab Owain (987 – 999)
- Cynan ap Hywel (Roi de Gwynedd) (999 – 1005)
- Edwin ab Einion (1005 – 1018)
- Cadell ab Einion (1005 – 1018)
- Llywelyn ap Seisyll (ha roue Gwynedd) (1018 – 1023)
- Rhydderch ab Iestyn (Priñs Gwent) (1023 – 1033)
- Hywel ab Edwin (1033 – 1044)
- Gruffydd ap Llywelyn (roue war an darn vrasañ eus Kembre ) (1044 – 1047)
- Gruffydd ab Rhydderch (1047 – 1055)
- Gruffydd ap Llywelyn (roue war an darn vrasañ eus Kembre) (1055 – 1063)
- Maredudd ab Owain (1063 – 1072)
- Rhys ab Owain (1072 – 1078)
- Rhys ap Tewdwr (1078 – 1093)
[kemmañ] Priñsed Deheubarth
E 1093 e krog aloubidigezh Deheubarth gant an Normaned-saoz.
- Gruffydd ap Rhys (1135 – 1137) (roue war an darn ne oa ket bet aloubet gant ar Normaned)
- Anarawd ap Gruffydd (1137 – 1143)
- Cadell ap Gruffydd (1143 – 1153)
- Maredudd ap Gruffydd (1153 – 1155)
- Rhys ap Gruffydd (1155 – 1197)
- Gruffydd ap Rhys (1197 – 1201)
- Maelgwyn ap Rhys (1199 – 1230)
- Rhys Gryg (1216 – 1234)
Goude 1234 ne renas priñsed Deheubarth nemet war Cantref Mawr hag edo o galloud o vont war zisteraat.
- Rhys Mechyll (1234 – 1244)
- Maredudd (1244 – 1271)
- Rhys ap Maredudd (1271 – 1283)
Keltia | ||
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |