Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions Roll Faraoned Egipt - Wikipedia

Roll Faraoned Egipt

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Tiernelezhioù faraoned
e Henegipt
Prantad raktiernelezh
Prantad prototiernelezh
Prantad thinit
1añ 2
Rouantelezh kozh
3de 4re 5vet 6vet
I marevezh etre
7vet 8vet 9vet 10vet
11vet (Teba nemetken)
Rouantelezh krenn
11vet (Egipt a-bezh) 12vet
II marevezh etre
13vet 14vet 15vet 16vet 17vet
Rouantelezh nevez
18vet 19vet 20vet
IIIde marevezh etre
21 22 23de 24re 25vet
Maread izel
26vet 27vet 28vet
29vet 30vet 31
Prantad Gresian
Aleksandr Veur
Tiernelezh ar Ptolemeed
Prantad Roman


Kavet e vo er pennad-mañ roll Faraoned an Henegipt, adal ar marevezh raktiernelezh a-raok 3000 kt JK betek dibenn tiernelezh Ptolemaios, p'eo deuet Egipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren an impalaer roman Aogust e - 30.

Sachomp an evezh diouzhtu ez eus war ar roll teir maouez bet e penn Egipt o doa dibabet chom hep bezañ anvet faraon rak un titl gourel e oa faraon. Ne oant ket pried rouaned ptolemaek, setu int : (Sobeknefru, Hatshepsut, ha Twosret). Merket int war a roll evel "Rouanez ________."

Diwallit : Ret eo degemer an deiziadoù merket amañ gant evezh-bras. Meur a reizhiad deiziatañ zo evit studioù Egipt, hervez ar mod m'int bet savet ha war peseurt diazez int savet. A-is ez eus ur c'hinnig met n'eo ket an hini nemetañ, anat eo.

Adnotenn : Kontrol d'an dalvoudegezh voas ma verk an termenoù Goueled ha Gorre, kornôg ha reter ur vro, en istor Egipt e vez graet gant Goueled evit envel norzh ar vro ha gant Gorre evit ar su.

Taolenn

[kemmañ] Henvarevezh

Mont a ra an Henvarevezh eus ar marevezh raktiernelezh pa oa dispartiet Goueled Egipt eus Gorre Egipt renet ma oant gant rouantelezhioù disheñvel, betek ar C'hentañ hag an Eil tiernelezh

[kemmañ] Raktiernenelezh: Goueled Egipt

Goueled Egipt, anvet ivez ar Vro Zu, enni rann norshañ an Nil gant he delta. Moarvat eo diglok ar roll dindan:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Tiu (faraon) -  ?
Thesh -  ?
Hsekiu -  ?
Wazner - e-tro 3100 kt JK?

[kemmañ] Raktiernenelezh: Gorre Egipt

Gorre Egipt, anvet ivez ar Vro Ruz, enni lodenn suañ an Nil hag ar gouelec'hioù. Moarvat n'eo ket klok ar roll dindan (kalz muioc'h a anvioù diasur zo):

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Ro - bezañs diasur e-tro 3200 kt JK?
Serket II Anavezet ivez dre an anv a "Krug Egipt" pe "Roue Krug"; marteze an hevelep den ha Narmer. Ur faraon lec'hel all anvet Serket I zo bet ivez. Renet en deus war-dro daou gantved diwezhatoc'h. e-tro 3100 kt JK
Narmer Lod a sell outañ evel ouzh ar roue en deus unanet Goueled ha Gorre Egipt e-tro 3100 kt JK

[kemmañ] I Tiernelezh

I Tiernelezh bet o ren etre e-tro 3050 kt JK betek 2890 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Hor-Aha Menes Moarvat an hini bet unanet gantañ Gorre ha Goueled Egipt. Anavezet ivez e rolloù gwechall evel Min ha Meni e-tro 3050 kt JK
Djer - 2 vloaz
Merneith Adroue evit Djet ha Den -
Djet - 23 bloaz
Den - 14 da 20 vloaz
Anedjib - 26 vloaz
Semerkhet - 9 da 18 vloaz
Qa'a - 2916?–2890

[kemmañ] Eil Tiernelezh

Eil Tiernelezh bet o ren etre 2890 betek 2686 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Hotepsekhemwy - 2890–?
Raneb - 39 bloaz
Nynetjer - 23 bloaz
Wneg - 8 vloaz
Senedj - 20 vloaz
Seth-Peribsen - 17 vloaz
Khasekhemwy - ?–2686 kt JK

[kemmañ] Rouantelezh Kozh

Graet e vez ar Rouantelezh Kozh eus ar mare, en IIIe milved kt JK, m'eo bet Egipt en he barr kentañ evit ar pezh a sell ouzh live diorren he sevenadurezh ha kemplezhded he c'hevredigezh (ar c'hentañ eus an teir marevezh anvet "Rouantelezh" a verk tri barr diorren ar sevenadurezh e traoñienn an Nil), war ur prantad amzer a ya eus ar mare ma oa renet ar vro gant an IIIe Tiernelezh betek ar VIvet Tiernelezh (2630 – 2151 kt JK). Gant kalz a Egiptologourien e vez renket ar VIIvet hag an VIIIvet Tiernelezh er Rouantelezh Kozh ivez pa gendalc'he ar velestradurezh da vezañ kreizennet e Mimfis d'an amzer-se. Merket eo bet dibenn ar Rouantelezh Kozh gant ur prantad a zizunvaniezh politikel hag a ziskar live sevenadurel anvet ar marevezh etre kentañ gant an Egiptologourien.

E Mimfis e oa bet lec'hiet kêr-benn Egipt e-kerzh marevezh ar Rouantelezh Kozh. Eno e oa bet staliet e lez gant ar Faraon Djezer. Perzh anavezetañ ar Rouantelezh Kozh eo savidigezh ar piramidennoù avat. Savet int bet d'ar mare-se ha talvezout a raent da vezioù evit ar Faraoned. Setu perak e vez graet alies "Oadvezh ar piramidennoù" eus marevezh ar Rouantelezh Kozh.

[kemmañ] IIIe Tiernelezh

IIIe Tiernelezh bet o ren eus 2686 betek 2613 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Sanakhte - 2686-2668
Djoser Gourc'hemennet gantañ savidigezh ur biramidenn derezek empentet gant Imhotep 2668-2649
Sekhemkhet - 2649-2643
Khaba - 2643-2637
Huni - 2637-2613

[kemmañ] IVe Tiernelezh

IVe Tiernelezh bet o ren eus 2613 betek 2498 kt JK. Gant he Faraoned eo bet savet piramidennoù meur, Khufu (C'heops pe Keops), Khafra (C'hefren pe Kefren) ha Menkaura (Mycerinus pe Mikerinos).

Anv (Raganv) Evezhiadennoù Deiziadoù
Sneferu - 2613-2589
Khoufou stumm gresianeg Cheops, a-wechoù brezhonekaet e Keops 2589-2566
Djedefra (Radjedef) 2566-2558
Khafra Stumm gresianeg Chephren, a-wechoù brezhonekaet e Kefren pe C'hefren 2558-2532
amañ e vez renket Bikheris gant gouizeien zo, heuliet gant Manetho -
Menkaura Stumm gresianeg Mycerinus, a-wechoù dindan ar stumm Mikerinos er skridoù brezhonek 2532-2503
Shepseskaf 2503-2498
amañ e vez renket Thampthis gant gouizeien zo, heuliet gant Manetho -

[kemmañ] Vvet Tiernelezh

Vvet Tiernelezh bet o ren eus 2498 betek 2345 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Userkaf - 2498-2491
Sahure - 2487-2477
Neferirkare Kakai - 2477-2467
Shepseskare Isi - 2467-2460
Neferefre - 2460-2453
Nyuserre Ini - 2453-2422
Menkauhor Kaiu - 2422-2414
Djedkare Isesi - 2414-2375
Unas - 2375-2345

[kemmañ] VIvet Tiernelezh

VIvet Tiernelezh bet o ren eus 2345 betek 2181 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Teti - 2345-2333
Userkare - 2333-2332
Pepi I Meryre - 2332-2283
Merenre Nemtyemsaf I - 2283-2278
Pepi II Neferkare - 2278-2184
Merenre Nemtyemsaf II Faraon.diasur 2184
Nitiqret Ur Rouanez evit doare. 2184-2181

[kemmañ] Marevezh etre kentañ

Graet e vez Marevezh etre kentañ eus ar mare etre dibenn ar Rouantelezh Kozh ha penn-kentañ ar Rouantelezh Kreiz.

Ne voe ket ar Rouantelezh Kozh evit padout pell goude marv Pepi II. Padet e oa e ren a-hed 94 vloaz, pelloc'h eget nep monark all en istor, ha marvet eo d'an oad a 100 vloaz. Abalamour d'e oad e oa bet direizhet mont en-dro ar rouantelezh e-pad ar bloavezhioù diwezhañ.

Torret eo bet unaniezh an div Rouantelezh ha ranket o deus ar Pennoù lec'hel talañ ouzh an naonegezh.

E-tro 2160 kt JK ez eus bet klasket gant ul lignez Faraoned adunaniñ Goueled Egipt adal o c'hêr-benn, Herakleopolis Veur. E-keit-se avat, e teu a-benn ul lignez all diazezet e Teba da adunaniñ Gorre Egipt hag e teuas da vezañ anat e oa da vezañ brezel etre an div diernelezh.

War-dro 2055 kt JK, e voe trec'h un diskennad eus ar faraon Intef III war faraoned Herakleopolis; bodet e voe an div vro en-dro ha diazezet an XIvet Tiernelezh. Kemer a reas an anv ren a Mentuhotep II, kentañ faraon ar Rouantelezh Kreiz.

[kemmañ] VIIvet hag VIIIvet Tiernelezh (bodet)

VIIvet hag VIIIvet Tiernelezh bet o ren eus 2181 betek 2160 kt JK. (Diazezet eo an daolenn-mañ war taolenn Abydos e Templ Seti I, eilet diwar www.narmer.pl/main/abydos_en.html)

Anv Raganv Evezhiadennoù
--- Neferkara I
Nebi Neferkara
--- Djedkara Shemai
--- Neferkara Khendu
Amañ emañ renket Merenhor gant gouizieien zo
Seneferka Neferkamin
--- Nikara
--- Neferkara Tereru
--- Neferkahor
--- Neferkara Pepyseneb
--- Neferkamin Anu
Iby Qakara
--- Neferkara II
Khuwihap Neferkawhor
--- Neferirkara

[kemmañ] IXvet Tiernelezh

IXvet Tiernelezh bet o ren eus 2160 betek 2130 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Meryibre Khety (Achthoes I) - 2160- ?
Meribre Khety II -  ?
Neferkare III -  ?
Nebkaure (Acthoes II) -  ?
Setut -  ?
Wakhare Khety I -  ?
Merykare -  ?
Wankhare Khety II -  ?
Menethoupe I -  ?
Wankhare Khety III -  ?
Khety II -  ?
Merc'h Khety II -  ?
Merc'h Merikare -  ? -2130

[kemmañ] Xvet Tiernelezh

An Xvet Tiernelezh a yae d'hec'h ober ur strollad lec'hel a astennas e veli war Gorre Egipt etre 2130 ha 2040 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Meryhathor - 2130- ?
Neferkare IV -  ?
Wankare (Acthoes III) -  ?
Merykare -  ?
-  ? -2040

[kemmañ] XIvet Tiernelezh

Mont a rae d'ober an XIvet Tiernelezh ur strollad lec'hel gwriziennet e Goueled Egipt ha bet o ren eno etre 2134 ha 1991 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Intef I - 2134-2117
Intef II - 2117-2069
Intef III - 2069-2060
Nebhetepre Mentuhotep I Paket Egipt a-bezh dindan e c'halloud e 2040 kent JK, deroù ar Rouantelezh Kreiz. 2060-2010
Sankhkare Mentuhotep II - 2010-1998
Nebtawyre Mentuhotep III - 1997-1991

[kemmañ] Rouantelezh Kreiz

Graet e vez Rouantelezh Kreiz eus a rmare a ya eus dibenn ar Marevezh etre kentañ betek deroù an Eil marevezh etre. Ouzhpenn an XIIvet Tiernelezh e vez renket an XIvet, XIIIvet hag ar XIVvet Tiernelezh er Rouantelezh Kreiz gant skiantourien zo.

Kalz gwanoc'h eo bet an XIIIvet Tiernelezh eget an XIIvet Tiernelezh ha divarrek eo bet da ren war holl douaroù Egipt. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar XIVvet Tiernelezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre.

[kemmañ] XIIvet Tiernelezh

XIIvetTiernelezh bet o ren eus 1991 betek 1802 kt JK. Sellet e vo outi gant Egiptiz an amzerioù diwezhañ evel ouzh an Diernelezh veurdezusañ.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Amenemhet I - 1991-1962
Senousret I (Sesostris I) - 1971-1926
Amenemhet II - 1929-1895
Senousret II (Sesostris II) - 1897-1878
Senousret III (Sesostris III) - 1878-1860
Amenemhet III - 1860-1815
Amenemhet IV -Gant ur c'henrenezh zo padet bloaz da nebeutañ, diouzh un enskrivadur e Knossos 1815-1807
Rouanez Sobeknefru Unan eus rouanezed dibaot Egipt. 1807-1803

[kemmañ] Eil marevezh etre

Ur marevezh reuzeudik eo bet an Eil marevezh etre etre dibenn ar Rouantelezh Kreiz ha penn-kentañ ar Rouantelezh Nevez. En amzer-se eo aet tre an Hiksosed e-barzh Egipt; ren a raint etre ar XVvet hag ar XVIvet Tiernelezh.

Gwan-mat eo bet an XIIIvet Tiernelezh e-keñver an XIIvet Tiernelezh. Divarrek eo bet da ren war ar vro a-bezh. Terriñ a reas an tiegezh proviñsel a oa o ren e Xois, lec'hiet e geunioù kornôg an Delta, gant an aotrouniezh kreiz. Savet e voe ganto ar XIVvet Tiernelezh, o verkañ evel-se deroù an Eil marevezh etre.

En em zikouez a reas an Hiksosed en Egipt evit ar wech kentañ e-pad ren Sobekhotep IV, hag e-tro 1720 kt JK e oant mestr war kêr Avaris (Tell ed-Dab'a/Khata'na hiziv). Gant Salitis en o fenn, krouer ar XVvet tiernelezh, e voent mestr war Egipt e-pad ren Dudimose I.

E-tro ar mareoù-se e kouezh Mimfis etre daouarn an Hiksosed. Disklêriañ a ra al lignez Egiptiz o ren e Teba o dizalc'hiezh ha sevel a reont ar XVIIvet Tiernelezh. A-benn ar fin e teuio a-benn an Diernelezh-mañ da argas an Hiksosed kuit da Azia en-dro.

[kemmañ] XIIIvet Tiernelezh

XIIIvet Tiernelezh (oc'h heuliañ Roll rouaned Turin) bet o ren eus 1803 betek e-tro 1649 kt JK hag a badas 153 pe 154 bl. diouzh Manetho.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Sekhemre Khutawy Sobekhotep pe Wegaf - Krouet gantañ an XIIIvet Tiernelezh. Testeniekaet eo e renadur dre meur a rekord eus an Nil ha papiruzoù. 1803-1799 4 bl.
Sekhemkare - Amenemhat V Senebef, breur da Sekhemre Khutawy. 3 bl.
Amenemhat - 1795-1792
Sehetepre -  ? -1790
Iufni -  ?
Seankhibre -  ?
Semenkare -  ?
Sehetepre -  ?
Sewadjkare -  ?
Nedjemibre -7 miz  ?
Sobekhotep I -  ?
Renseneb -4 miz e-tro 1775
Hor - e-tro 1775
Sedjefakare -Ur roue brudet-kaer testeniekaet e anv war mein-koun niverus ha dielloù all. -e-tro 5/7 bl.
Sekhemre Khutawy Sobekhotep - keñveriañ gt Wegaf e-tro 1767
Khendjer -Da nebeutañ 4 bl. e-tro 1765
Imyremeshaw -  ?
Antef V -  ?
king Seth -  ?
Sobekhotep III -4 bloaz & 2 viz e-tro 1755
Neferhotep I -11 vloaz 1751-1740
Sobekhotep IV -10 pe 11 bl. 1740-1730
Sobekhotep V - e-tro 1730
Wahibre Ibiau -10 bl. & 8 miz e-tro 1725-1714
Merneferre Ai -23 bl. & 8 miz e-tro 1714-1691
Merhetepre Ini -2 bl. & 2 viz  ?
Seankhenre Sewadtjew -  ?
Mersekhemre Ined -  ?
Sewadjkare Hori -  ?

diasur eo urzh ar rouaned da-heul

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Dudimose I - e-tro 1654
Dudimose II -  ?
Senebmiu -  ?
Mentuhotep V -  ?
Senaayeb -  ?

[kemmañ] XIVvet Tiernelezh

Mont a rae d'ober ar XIVvet Tiernelezh ur strollad lec'hel genidik eus reter an delta diazezet e Xois (Avaris), ha bet o ren tro-war-dro 1705 betek e-tro 1690 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Nehesy - e-tro 1705
Khakherewre ? -  ?
Nebefawre - e-tro 1704
Sehebre ? -  ?
Merdjefare - e-tro 1699
Sewadjkare ? -  ?
Nebdjefare - e-tro 1694
Webenre ? -  ?
 ? -  ?
—djefare ? -  ?
—webenre - e-tro 1690

Pourchas a ra Roll rouaned Turin 25 anv ouzhpenn, lod diglok hag hep deiziad. Hini ebet anezho testeniekaet e lec'h all ebet. Arvarus-tre eo ar roll-se

[kemmañ] XVvet Tiernelezh

Ganet eo ar XVvet Tiernelezh e-touez an Hiksosed : anezho Bedouined eus an dezerzh deuet eus ar greskenn strujus evit diazezañ ur renadur berr war douaroù bras en-dro d'an Nil ha bet o ren etre 1674 ha 1535 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Sheshi Bet o ren bloaz pe 3 1674- ?
Yakubher -  ?
Khyan - 30-40 vloaz
Apepi I - 40 vloaz pe muioc'h
Khamudy -  ? -1535

[kemmañ] XVIvet Tiernelezh

Mont a rae d'ober ar XVIvet Tiernelezh ur strollad lec'hel genidik eus hanternoz aod ar Sinai (Pelusium), bet o ren etre 1663 hag e-tro 1555 kt JK:

Anv (Raganv) Evezhiadennoù Deiziadoù
- Diank eo anv ar roue kentañ amañ war Roll rouaned Turin ha n'hall ket bezañ adkavet -
Djehuty (Sekhemresementawy) 3 bl.
Sobekhotep VIII (Sekhemresewosertawy) 16 bl.
Neferhotep III (Sekhemresankhtawy) 1 bl.
Mentuhotepi (Sankhenra) 1 bl.
Nebiryraw I (Sewadjenra) 26 bl.
Nebiryraw II 3 miz?
– (Semenra) 1 bl.?
Bebiankh (Sewoserenra) 12 bl.
– (Sekhemreshedwaset) 3 miz?
- Diank anv pemp roue amañ war roll rouaned Turin, dibosupl o adkavout -

Ouzhpennañ a ra mammenoù zo betek 6 anv all amañ – Semqen, Khauserre, Seket, Ahetepre, Amu, ha Nebkhepeshre (Apepi III) – n'int ket testeniekaet e lec'h all. Seblantout a ra pobl an Hiksosed bezañ aet diwar wel penn-da-benn a-c'houde 1555 kt JK.

[kemmañ] XVIIvet Tiernelezh

Diazezet e oa an XVIIvet Tiernelezh e Gorre Egipt. Bet eo o ren etre 1650 ha 1550 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Rehotep - 1650- ?
Intef V an Henañ - 3 bloaz
Intef VI -  ?
Sobekemsaf II - 16 vloaz
Thuty - 1 bloaz
Mentuhotep VI - 1 bloaz
Nebiryerawet I - 6 vloaz
Nebiryerawet II -  ?
Semenmedjatre -  ?
Seuserenre - 12 vloaz
Shedwast -  ?
Intef VII - 3 bloaz pe muioc'h
Senakhtenre -  ?
Tao I an Henañ - e-tro 1633?
Tao II ar C'haloneg - e-tro 1554
Kamose - 1553-1550

[kemmañ] Rouantelezh Nevez

Graet e vez Rouantelezh Nevez eus ar prantad a ya eus an XVIIIvet betek XXvet Tiernelezh Egipt, adal ar XVIvet kantved kt JK betek an XIvet kantved kt JK, etre an Eil marevezh etre hag an Trede marevezh etre.

E-pad ar Rouantelezh Nevez eo ma voe en he brasañ impalaeriezh Egipt. Pell en em astenne e-barzh Nubia er su, ha dalc'het e oa ganti kalz a zouaroù er Reter-nesañ. En em gannañ a reas armeoù Egiptiz ouzh re an Hittited evit bezañ mestr war Siria a-vremañ.

A-zouez faraoned ar Rouantelezh Nevez ez eus daou anezho zo anavezet gwelloc'h : Akhenaton, anvet ivez dindan an anv a Amenhotep IV, a vez sellet alies ouzh e azeulerezh nemetañ d'an doue Aton evel ouzh eztaoladur kentañ an undoueegezh ha, Ramses II, a glaskas adtapout an tachennoù bet kollet en Israel, Liban ha Siria hiziv an deiz hag a oa bet dalc'het e-pad an XVIIIvet Tiernelezh. Mont a reas a benn gant e arme ouzh Muwatalli II ar roue Hittit e-kerzh Emgann Kadesh

[kemmañ] XVIIIvet Tiernelezh

XVIIIvet Tiernelezh bet o ren eus 1550 betek 1295 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Ahmose I, Ahmosis I Warlerc'hiad Kamose, a-us. 1550-1525
Amenhotep I - 1525-1504
Thoutmose I - 1504-1492
Thoutmose II - 1492-1479
Hatchepsout Unan eus ar rouanezed dibaot 1473-1458
Thoutmose III Anvet alies "Napoleon Egipt." Kabestret gant e lezvamm Hatshepsut e deroù e renadur; goude he marv e voe astennet gantañ tiriad Egipt war-du ar Sav-heol. 1479-1425
Amenhotep II - 1427-1400
Thutmose IV - 1400-1390
Amenhotep III - 1390-1352
Amenhotep IV/Akhenaton Bet diazezet gantañ ur prantad undoueegezh berrbad (Atonegezh) 1352-1336
Smenkhkare Adroue Akhenaton. 1338-1336
Tutankhamon Lakaet peurliesañ da vab da Akhenaton 1336-1327
Kheperkheprure Ai - 1327-1323
Horemheb Bet jeneral ha kuzulier Tutankhamon 1323-1295

[kemmañ] XIXvet Tiernelezh

XIXvet Tiernelezh bet o ren etre 1295 ha 1186 kt JK, enni unan eus ar Faraoned vrasañ : Ramses II ar Meurdezus :

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Ramses I - 1295-1294
Seti I - 1294-1279
Ramses II ar Meurdezus Ar faraon liammet ouzh Moizez peurliesañ. Bet trec'h-didrec'h gant an Hittited e-kerzh Emgann Kadesh e 1275 kt JK; sinet e voe da-heul an Emglev peoc'h kentañ anavezet en istor e 1258 kt JK. 1279-1213
Merneptah Deskrivet e argadegoù dre Libia ha Palestina war ur maen-koun; warnañ emañ an daveenn gentañ d'an Israeliz. 1213-1203
Amenemses - 1203-1200
Seti II - 1200-1194
Merneptah Siptah - 1194-1188
Rouanez Twosret Unan eus ar rouanezed dibaot 1188-1186

[kemmañ] XXvet Tiernelezh

XXvet Tiernelezh bet o ren etre 1185 betek 1070 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Setnakhte - 1186-1183
Ramses III Bet oc'h en em gannañ a-enep da Tud ar Mor (Filistined) e 1175 kt JK. 1183-1152
Ramses IV - 1152-1146
Ramses V - 1146-1142
Ramses VI - 1142-1134
Ramses VII - 1134-1126
Ramses VIII - 1126-1124
Ramesses IX - 1124-1106
Ramses X - 1106-1102
Ramses XI - 1102-1069

[kemmañ] Beleien Veur Amon e Teba

Ha pa ne vefe ket sellet outo evel ouzh un Diernelezh per se, e oa ken bras galloud ha levezon Beleien Veur Amon e Teba ma oant gwir renerien Gorre Egipt etre 1080 ha 945 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Herihor - 1080-1074
Piankh - 1074-1070
Pinedjem I - 1070-1032
Masaherta - 1054-1046
Menkheperre - 1045-992
Nesbanebdjed II Anvet ivez Smendes II 992-990
Pinedjem II - 990-969
Psusennes III Tost sur an hevelep den ha Psusennes II 969-945

[kemmañ] XXIvet Tiernelezh

Diazezet e oa galloud an XXIvet Tiernelezh e Tanis. Gwan a-walc'h eo bet. War ar paper e oant mestr war Egipt a-bezh met e gwirionez ne'z ae ket pelloc'h o levezon eget Goueled Egipt. Bet int o ren etre 1069 ha 945 kt JK

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Nesbanebdjed I Anvet ivez Smendes I 1069-1043
Amenemnisu - 1043-1039
Psusennes I - 1039-991
Amenemope - 993-984
Osorkon an Henañ - 984-978
Siamun - 978-959
Psusennes II - 959-945

[kemmañ] Trede marevezh etre

Merkañ a ra an Trede marevezh etre fin ar Rouantelezh Nevez. Bet eo meur a diernelezh genidik eus Libia o ren, alese an anv all a Marevezh libian.

[kemmañ] XXIIl Tiernelezh

Genidik eus Libia e oa faraoned an XXIIl Tiernelezh; bet int o ren etre e-tro 945 betek 720 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Shoshenq I Shishaq ar Bibl 945-924
Osorkon I - 924-889
Shoshenq II - 890-890/889
Takelot I - 889-874
Harsiese Emsaver, e Teba 875-862
Osorkon II - 874-833
Shoshenq III - 833-794
Shoshenq IV - 794-781
Pami - 781-775
Shoshenq V - 775-739
Osorkon IV - 739-720

[kemmañ] XXIIIe Tiernelezh

Bet eo an XXIIIe Tiernelezh ur strollad lec'hel genidik eus Libia ivez ha diazezet e Leontopolis; bet int o ren etre 836 ha 720 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Takelot II Gwelet gwechall evel ur faraon eus an XXIIl Tiernelezh, met anavezet bremañ evel krouer an XXIIIe. 836-812
Pedubast Un emsaver - preizhet Teba gantañ digant Takelot II 826-801
Iuput I - 812-811
Shoshenq VI Warlerc'hiad Pedubast 801-795
Osorkon III Breur da Takelot II- adc'hounezet Teba gantañ, hag emanvet Roue da-c'houde 795-767
Takelot III - 773-765
Rudamon - 765-762
Iuput II - 762-728

[kemmañ] Al Libued

Ne vez ket sellet outo evel ouzh un Diernelezh da vat. Bez' e oa eus al Libued ur strollad ergerzherien all eus kornôg Libia bet oc'h ober o annez e kornôg an delta etre 805 ha 732 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Inamunnifnebu - 805-795
 ? - 795-780
Niumateped - 780-755
Titaru - 763-755
Ker - 755-750
Rudamon - 750-745
Ankhor - 745-736
Tefnakht - 736-732

[kemmañ] XXIVe Tiernelezh

Bet eo ar XXIVe Tiernelezh un diernelezh kevezer all berrbad lec'hiet e kornôg an delta (Sais), gant daou faraon bet o ren hepken eus 732 betek 720 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Tefnakhte - 732-725
Bakenrenef (Bocchoris) - 725-720

[kemmañ] Marevezh diwezhañ

Graet e vez Marevezh diwezhañ eus ar prantad a ya eus 732 kt JK betek ma teuas Egipt da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kt JK gant prantadoù dindan Nubiz, ar Bersed, ha Makedoniz.

[kemmañ] XXVvet Tiernelezh

Aloubet eo bet Egipt gant Nubia e 732 kt JK hag azezañ a reas Nubiz war an tron en ur ziazezañ ar XXVvet Tiernelezh zo bet o ren betek 656 kt JK.

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Piye Roue Nubia; aloubet Egipt gantañ e-kerzh 20 vloaz; bet o ren klok 24 bloaz-pad da nebeutañ, marteze ouzhpenn 30 vloaz 752-721
Shabaka - 721-707
Shebitku Kempred gant Sargon II eus Asiria a verk e zonedigezh war an tron e 707/706 kt JK 707-690
Taharqa - 690-664
Tantamani marv e 653 664-656

Argaset da Nubia en-dro a-benn ar fin, e voe diazezet ganto ur rouantelezh e Napata (656-590), ha, diwezhatoc'hik, e Meroe (590 kt JK-IVe kantved goude JK).

[kemmañ] XXVIvet Tiernelezh

XXVIvet Tiernelezh bet o ren etre war-dro 672 betek 525 kt JK

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Necho I - 672 – 664 kt JK
Psamtik I - 664 – 610 kt JK
Necho II - 610 – 595 kt JK
Psamtik II - 595 – 589 kt JK
Wahibre - 589 – 570 kt JK
Ahmose II - 570 – 526 kt JK
Psammetichus III - 526 – 525 kt JK

[kemmañ] XXVIIvet Tiernelezh

Aloubet eo bet Egipt gant Persia e 525 kt JK ha staget ouzh an Impalaeriezh betek 404 kt JK. Anavezet eo bet shahed Tiernelezh an Achaemenided evel faraoned en amzer-se. Savet eo bet ganto ar "XXVIIvet" Tiernelezh:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Cambyses II - 525 – 521 kt JK
Smerdis ar Skraper - 522 – 521 kt JK
Darius I ar Meurdezus - 521 – 486 kt JK
Xerxes I ar Meurdezus - 486 – 465 kt JK
Artabanus an Hirkanian - 465 – 464 kt JK
Artaxerxes I - 464 – 424 kt JK
Xerxes II c'hoanteg 424 – 423 kt JK
Sogdianus c'hoanteg 424 – 423 kt JK
Darius II - 424 – 404 kt JK

[kemmañ] XXVIIIvet Tiernelezh

Padet eo an XXVIIIvet Tiernelezh 6 vloaz hepken eus 404 betek 398 kt JK, gant ur faraon:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Amyrtaeus Diskennad faraoned Saite an XXVIvet Tiernelezh; kaset gantañ un emsavadeg a reas berzh a-enep d'ar Bersed 404 – 398 kt JK

[kemmañ] XXIXvet Tiernelezh

XXIXvet Tiernelezh bet o ren eus 398 betek 380 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Nefaarud I Anvet ivez Nepherites 398 – 393 kt JK
Psammuthes - 393 kt JK
Hakor (Achoris) - 393 – 380 kt JK
Nefaarud II - 380 kt JK

[kemmañ] XXXvet Tiernelezh

XXXvet Tiernelezh bet o ren eus 380 betek ma teufe Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed en-dro e 343 kt JK:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Nectanebo I Anvet ivez Nekhtnebef 380 – 362 kt JK
Teos - 362 – 360 kt JK
Nectanebo II - 360 – 343 kt JK

[kemmañ] Persed ha Makedoniz

Dont a reas Egipt da vezañ dindan beli ar Bersed ha Makedoniz eus 343 betek 309 kt JK. Goude mare Manetho, eo bet anavezet, a-wechoù, ar Pennoù pers etre 343 ha 332 kt JK, evel an XXXIvet Tiernelezh:

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Artaxerxes III Egipt dindan beli ar Bersed evit an eil gwech 343–338 kt JK
Artaxerxes IV Arses Bet o ren e Goueled Egipt hepken 338–336 kt JK
Khabbabash Penn un emsavadeg Nubian e Gorre Egipt 338–335 kt JK
Darius III Codomannus Distreiñ a ra Gorre Egipt dindan beli ar Bersed e 335 kt JK 336–332 kt JK
Aleksandr III ar Meurdezus Aloubet Egipt ha Persia gant Makedonia 332–323 kt JK
Fulup III Arrhidaeus Mab fursot da Fulup II Makedonia; hanter-vreur Aleksandr III ar Meurdezus 323–317 kt JK
Aleksandr IV Makedonia Mab da of Aleksandr III ar Meurdezus ha Roksana 317–309 kt JK

[kemmañ] Tiernelezh Ptolemaek

E-pad ar marevezh Hellenek eo bet Tiernelezh Ptolemaios o ren Egipt eus 305 kt JK betek ma teuas Egipt da vezañ ur broviñs eus Roma e 30 kt JK (pa vez daou zeiziad an eil war-c'horre egile e talvez ez eus bet kenrenerezh):

Anv Evezhiadennoù Deiziadoù
Ptolemaios I Soter Dilezet e garg e 285 kt JK; marv e 283 kt JK 305–285 kt JK
Berenis I Gwreg Ptolemaios I  ?-285 kt JK
Ptolemaios II Philadelphos - 288–246 kt JK
Arsinoe I Gwreg Ptolemaios II 284/81- e-tro 274 kt JK
Arsinoe II Gwreg Ptolemaios II 277-270 kt JK
Ptolemaios III Euergetes I - 246–222 kt JK
Berenis II Gwreg Ptolemaios III 244/3-222 kt JK
Ptolemaios IV Philopator - 222–204 kt JK
Arsinoe III Gwreg Ptolemaios IV 220-204 kt JK
Ptolemaios V Epiphanes Emsavadeg e Gorre Egipt 207–186 kt JK 204–180 kt JK
Kleopatra I Gwreg Ptolemaios V, kenrenerezh gant Ptolemaios VI pa oa minor 193-176 kt JK
Ptolemaios VI Philometor Marv 145 kt JK 180–164 kt JK
Kleopatra II Gwreg Ptolemaios VI 173-164 kt JK
Ptolemaios VIII Euergetes II Staliet gant ar Seleukid Antiochus IV Epiphanes e 170 kt JK; o ren a-gevret gant Ptolemaios VI Philometor ha Kleopatra II adal 169 betek 164 kt JK. Marv 116 kt JK 171–163 kt JK
Ptolemaios VI Philometor Egipt dindan beli Ptolemaios VIII 164 kt JK–163 kt JK; Ptolemaios VI war an tron en-dro 163 kt JK 163-145 kt JK
Kleopatra II Dimezet gant Ptolemaios VIII; bet o kas war-raok an emsavadeg a-enep dezhañ e 131 kt JK deuet da vezañ renerez nemeti Egipt. 163-127 kt JK
Ptolemaios VII Neos Philopator Lakaet da genrener gant e dad; bet o ren diwezhatoc'h dindan adrenerezh e vamm Kleopatra II 144-145 kt JK
Ptolemaios VIII Euergetes II Adlakaet en e garg 145-131 kt JK
Kleopatra III Eil gwreg Ptolemaios VIII 142-131 kt JK
Ptolemaios Memphitis Lakaet da roue gant Kleopatra II; lazhet nebeut goude gant Ptolemaios VIII 131 kt JK
Ptolemaios VIII Euergetes II Adlakaet en e garg 127-116 kt JK
Kleopatra III Deuet war an tron en-dro gant Ptolemaios VIII; kenrenerez diwezhatoc'h gant Ptolemaios IX ha X. 127-107 kt JK
Kleopatra II Divroc'het gant Ptolemaios VIII; o kenren gant Kleopatra III ha Ptolemaios betek 116. 124-116 kt JK
Ptolemaios IX Soter II Marv 80 kt JK 116–110 kt JK
Kleopatra IV Dimezet e-pad nebeut amzer gant Ptolemaios IX, met skarzhet gant Kleopatra III 116-115 kt JK
Ptolemaios X Aleksandr I Marv 88 kt JK 110–109 kt JK
Ptolemaios IX Soter II Adlakaet en e garg 109–107 kt JK
Ptolemaios X Aleksandr I Adlakaet en e garg 107–88 kt JK
Ptolemaios IX Soter II Adlakaet en e garg en-dro 88–81 kt JK
Berenis III Dimezet dre heg da Ptolemaios XI; bet muntret diwar e urzh 19 devezh diwezhatoc'h 81-80 kt JK
Ptolemaios XI Aleksandr II Mab yaouankañ da Ptolemaios X Aleksandr; staliet gant Sulla; bet o ren e-pad 80 devezh kent dezhañ bezañ krouget gant keodedourien evit bezañ lakaet lazhañ Berenis III 80 kt JK
Ptolemaios XII Neos Dionysos (Auletes) Mab da Ptolemaios IX; marv 51 kt JK 80–58 kt JK
Kleopatra V Tryphaena Gwreg Ptolemaios XII, mamm da Berenis IV  ?-57 kt JK
Kleopatra VI Merc'h da Ptolemaios XII  ?-58 kt JK
Berenis IV Merc'h da Ptolemaios XII; dimezet dre heg da Seleucus Kybiosaktes, met lakaet ganti da vezañ mouget 58–55 kt JK
Ptolemaios XII Neos Dionysos adlakaet en e garg; bet o ren nebeut gant e verc'h Kleopatra VII a-raok mervel 55–51 kt JK
Kleopatra VII bet o kenren gant he zad Ptolemaios XII, he breur Ptolemaios XIII, he breur-gwaz Ptolemaios XIV, hag he mab Ptolemaios XV; anvet ivez Kleopatra traken 51–30 kt JK
Ptolemaios XIII Breur da Kleopatra VII 51–47 kt JK
Ptolemaios XIV Breur yaouankañ Kleopatra VII ha Ptolemaios XIII 47–44 kt JK
Ptolemaios XV Caesarion Mab Kleopatra VII; oadet a 3 bloaz pa voe lakaet da genrener gant Kleopatra 44–30 kt JK
Arsinoe IV A-enep Kleopatra VII 48-47 kt JK

[kemmañ] Roma

Dont a ra Egipt da vezañ ur broviñs roman dindan ren Aogust e 30 kt JK.

[kemmañ] Kronologiezh grafek dinastiennoù Henegipt

Nota: Las fechas anteriores al siglo VII adC son aproximadas.

[kemmañ] Daveennoù

  • Sir Alan Gardiner Egiptian Grammar: Being an Introduction to the Study of Hieroglyphs, 3e Emb., Reizhet. London: Oxford University Press, 1964. Excursus A, pp. 71-76.

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Liammoù diavaez (e saozneg)

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg

THIS WEB:

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - be - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - closed_zh_tw - co - cr - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - haw - he - hi - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - ru_sib - rw - sa - sc - scn - sco - sd - se - searchcom - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sq - sr - ss - st - su - sv - sw - ta - te - test - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tokipona - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia 2008 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2007:

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - be - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - closed_zh_tw - co - cr - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - haw - he - hi - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - ru_sib - rw - sa - sc - scn - sco - sd - se - searchcom - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sq - sr - ss - st - su - sv - sw - ta - te - test - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tokipona - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia 2006:

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - be - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - closed_zh_tw - co - cr - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - haw - he - hi - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - ru_sib - rw - sa - sc - scn - sco - sd - se - searchcom - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sq - sr - ss - st - su - sv - sw - ta - te - test - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tokipona - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu