Pêr Padelleg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Stourmer breizhat hag ekologour ganet e miz Meurzh 1932 e Bubri.
[kemmañ] Buhez
- Skolaj Saints-Ange e Pondi.
- Lise Joliverie e Naoned.
- ESTP (École Spéciale des Travaux Publics, du Bâtiment et de l'Industrie) e Pariz.
War-lerc'h e servij soudard e tibab dont da vezañ gweladenner mezegel evit chom da vevañ e Breizh. Dimeziñ a ra e 1967 gant Nicole Tanguy.
Bet en deus bet Kolier an erminig e miz Gwengolo 2005 gant Skol-Uhel ar Vro.
[kemmañ] Un emsaver breizhat
Dibaoe e yaouankiz eo bet o stourm evit e vro. N'he ankoua ket pa zigouezh e Pariz, e lec'h ma tarempred Ker Vreizh hag ar Mission bretonne. Dastum a ra kanaouennoù ha kontadennoù pobl (o kregiñ gant ar re a ouie e vamm) o vont dre Breizh gant e son-enroller. A-hed e vuhez ez eo bet o stourm e meur a gevredigezh sevenadurel vreizhek. Prezidant Kan ar bobl eo dibaoe 1998. Krouet en deus ivez ar gelaouenn Mil Bouton du pays Pourlet. Ezel eo ivez eus Dastum Bro Ereg.
Ur stourmer politikel eo ivez. Ezel eo bet eus ar MOB, a-raok kemer perzh e krouidigezh an UDB.
[kemmañ] Ur stourmer ekologour
Ur stourmer ekologour ez eo ivez. Bet eo prezidant Dour ha stêrioù Breizh e 1985-1986. Krouet en deus ivez ar Comité Uranium Information Bubry (CUIB) evit stourm a-enep da raktresoù ar Cogéma da zigeriñ maengleuzioù uraniom e Breizh. Ezel eo pe eo bet ivez eus an SEPNB, an UMIVEM, h.a.