Naoned
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Kumunioù Breizh | |
---|---|
Naoned | |
Departamant | Liger-Atlantel |
Bro hengounel | {{{bro hengounel}}} |
Arondisamant | Arondisamant Naoned |
Etrekumuniezh | Nantes Métropole |
Bro 'Voynet' | {{{Bro Voynet}}} |
Kanton | Pennlec'h 11 kanton |
Kod INSEE | 44109 |
Kod post | 44000, 44100, 44200 ha 44300 |
Maer Amzer gefridi |
Jean-Marc Ayrault {{{amzer-gefridi}}} |
Gorread | 6 519 ha = {{{gorreadkm²}}} km² |
Hed | 01° 33' 10" O |
Led | 47° 13' 05" N |
Uhelder | keitat : 8 m bihanañ : 2 m brasañ : 52 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 277 728 ({{{deiziad-poblañs}}}) |
Stankter | 4147 ann./km2 |
Naoned eo pennlec'h departamant al Liger-Atlantel, e gevred Breizh, ha kêr-benn istorel Breizh. Anvet eo Naunnt e gallaoueg, ha Nantes e galleg.
[kemmañ] Douaroniezh
War aber al Liger emañ Kêr Naoned, 50 kilometr hepken eus ar Mor Atlantel. War ribl hanternoz al Liger emañ Erv Breizh (fin Kein Breizh). An douar a zo plaenoc’h war ribl ar c’hreisteiz. E-pad pell e oa "Venezia ar c’hornôg" lesanv Naoned peogwir e oa treuzet gant adstêrioù al Liger ha gant kanolioù ivez. Kalz inizi a oa etre daou ribl eus al Liger : Enez Beaulieu, Enez Santez Anna, Enez Feydeau, Enez Gloriette...
En XXvet kantved, goude 1930, e oa bet peurgarget pe goloet meur a ganol hag adstêr eus al Liger (re ribl an hanternoz dreist-holl). Bremañ eo treuzet meurgêr Naoned gant al Liger , an Erzh, Ar Sevr Naonedat, ar C'hezin hag ar Sens.
[kemmañ] Brezhoneg
Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1981. 1,4% eus ar vugale a zo enno er c'hentañ derez. [1]