Niver
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Niver : (brezhoneg kozh nimer, kembraeg nifer, kerneveureg nyver hag iwerzhoneg uimhir, diwar al latin numerus)
Un elfenn abstret (c'houbar) eo an niver, gantañ e vez deskrivet ur c’hementad en un doare resis.
E-keñver an istor int degouezhet en urzh-mañ :
- An anterinoù naturel,
- An anterinoù relativel,
- An niveroù rasional,
- An niveroù real,
- An niveroù kompleks,
- An niveroù hiperkompleks,
- An niveroù p-adik,
- An niveroù trañsandant,
- An niveroù hiperreal,
- An niveroù pseudo-real.
N’eo ket dic’hortoz-kaer an dra-se : eus an doare da vuzuliañ e teuomp da teknikoù danzeet-fin.
Ar c’hompren eus limit an niveroù rasional, hag eus ar red d'an niveroù real a voe glac’harus evit ar bitagorisianed, hervez kont e voe fin ar Skol-se gant kement-se…