Merzher
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Dre-vras, un den a varv evit e gredennoù relijiel eo ar merzher. A-wechoù e vez implijet ivez evit ar marv evit ur pennabeg uhel pa vezer oc'h emgann evit e vro. Ober a raer gant merzherinti eus ar marvioù-se.
[kemmañ] Istor
Merzher a zo tost d'ar ger gresian martyr (stumm kozh : marty o talvezout test). Implijet e veze e Azia minor dindan ar stumm martyriai (testenioù) evit lakaat da embann anvioù ar begennoù a roe harp d'ar geoded. Lennet e veze an anvioù ez-publik ha kaset e veze anezho dre skrid d'ar pennoù bras. Diwar an embannoù-se e kemeras ar gristenien ar ger evit ar merzherinti hag evit ar verzherien. Danevelloù barnedigezh hag o lazhadennoù a veze gwelet evel testenioù roet evit kanañ gloar d'ar relijion nevez.
[kemmañ] Kristeniezh
E-pad an trede kantvedoù kentañ e veze kroazstaget ar gristenien koulz hag ar vac'hidi politikel hag a-wechoù e veze roet da zebriñ d'al loened gouez er sirk. An holl anezho a zo bet anavezet gant an ilizoù kristen kentañ evel merzherien ha sent.
Tertulllian (2il kantved) a skrivas : sanguis martyrum, semen christianorum (had ar gristenien eo gwad ar verzherien).
[kemmañ] Islam
E arabeg e kaver ar ger shahid o talvezout test koulz ha merzher. Ne gaver ket an termen er c'hKoran, met en Hadith (teskad komzoù Mohammed). Ar verzherez gentañ a zo bet Soumaya bent Khabbab, ur vaouez kozh lazhet gant keodederien Mekka o delc'her evit al liesdoueadegezh.
Darn ar vuzulmaned, ar Chiited, a lid memor ar shahid Hussein ben Ali a oa lazhet e emgann Kerbala pa yae da vrezeliñ ouzh an eil kalif omeyad, Yazid Iañ. Pep bloaz e vez lidet eñvor ar darvoud e-pad gouel an Achoura pa ya ar Chiited er straedoù o huanadiñ hag o stekiñ ouzh o vruched.