Mate
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un died broudus graet dre c'hlec'hiañ deil yerba mate (Ilex paraguaiensis) eo ar mate. Pinvidik-tre e kafein eo ar mate. Evet e vez e Paraguay, Uruguay, Arc'hantina dreist-holl, hag e su Brazil, er vro "gaucho", e stad Rio Grande do Sul. Mate a ever ivez e Siria hag e Liban, dre ma'z eo bet degaset gant divroidi arab deuet en-dro eus Amerika ar Su.
Hervez ar c'hiz kozh e vez evet ar mate en ur goulourdrenn anvet mate pe guampa, nemet e Brazil ma vez graet cuia anezhi, ha gant ur blouzenn, bombilla pe bomba hec'h anv. Gallout a reer ivez kavout sac'hadoùigoù heñvel ouzh ar re a implijer evit aozañ te.