Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Kafe - Wikipedia

Kafe

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan


Gant ar ger kafe e vez graet dave d'ur vrousgwezenn, eus ar genad Coffea, pe d'un evaj bredoberiant a vez fardet diwar greun ar plant-se.

Diorroet eo bet gounezerezh ar c'hafe er broioù trovanel ha krouet ez eus bet plantadegoù evit ezporzhiañ greun kafe d'ar bed a-bezh. E-touez ar gounezadoù pennañ emañ ar c'hafe hag ur vammenn arc'hant eus ar re bouezusañ eo evit ar pastelloù-bro e-lec'h ma vez produet.

Bleunioù plant-kafe(Coffea Arabica) - Brazil
Brasaat
Bleunioù plant-kafe(Coffea Arabica) - Brazil
Plantenn-gafe (Coffea Arabica) e Brazil
Brasaat
Plantenn-gafe (Coffea Arabica) e Brazil

Taolenn

[kemmañ] Botanik

Gwrez ha disheol war un dro a blij d'ar c'hafe. Gwelloc'h eo an douaroù uhel ha tomm evit ar brousgwez-kafe ha gwelloc'h eo dezho ivez bezañ e skeud gwez uheloc'h egeto ha gant delioù padus. Meur a spesad a vez kavet e-barzh ar genad Coffea, met Coffea arabica eo an hini a vez priziet ar muiañ. Gounezet e vez ar spesadoù all war douaroù e-lec'h ma n'haller ket gounit an arabica. An eil spesad gounezet a zo Coffea robusta.
An holl gwez-kafe a ro frouezh bouedek, roz pe limestra, hag enno div galonenn hag a vez graet greun kafe anezho ivez.

[kemmañ] Istor ar c'hafe

Hervez ur vojenn arab eo bet diskoachet perzhioù ar c'hafe dre zegouezh en Abisinia (Etiopia, hiziv) war-dro ar c'hentañ milved.
Ur mollah, Chadelih e anv, a gejas gant ur mesaer bihan, Kaldi, en doa merzet e oa birvilh en e c'hivri pa zebrent delioù eus ur vrousgwezenn dibar. Ar mollah, p'en doa debret greun ar vrousgwezenn, a santas e spered lemmoc'h hag a gomprenas e vije mat tennañ gounid eus ar blantenn-se. Setu perak e vez gounezet kafe e-leizh en Etiopia hag e Yemen en tu all d'ar Mor ruz. Er broioù muzulman eo seul brizietoc'h ha diorroetoc'h an evaj ma vez difennet an alkool gant an Islam. En Europa, e-pad ar Grennamzer, ne oa anavezet ar c'hafe nemet evel ul louzoù. E Kergustentin, aloubet gant an Durked e 1453, e voe digoret an ostaliri-gafe gentañ. E 1669 eo e voe asantet gant ar roue gall Loeiz XIV evañ dour tomm diwar ar greun profet dezhañ gant ar Sultan Soliman Aga. Gant ar Sikiliad Procopio Cutelli e voe staliet kentañ kafedi Pariz, a zo war un dro ar c'hentañ hag an hini koshañ digoret e Bro-C'hall, pa 'z eo digor an ti dindan an anv Procope c'hoazh. En em ledañ a reas ar c'hiz en XVIIIvet c'hantved, ha "likor ar spered" a voe graet eus ar c'hafe gant ar prederour Denis Diderot er pennad diwar-benn ar c'hafe en Encyclopédie). Gant ar c'hafe ez eus bet harpet meur a lenneg da chom gouest da labourat deizioù ha nozvezhioù-pad. Hiziv eo deuet an evañ kafe da vezañ ul lid sokial e meur a lec'h hag e meur a embregerezh.

[kemmañ] Penaos e vez fardet an evaj?

Tasad kafe
Brasaat
Tasad kafe
Kafe dienn
Brasaat
Kafe dienn

Tennet e vez ar greun kafe eus ar vouedenn ha sec'het war-lerc'h. Kaset e vezont neuze da grazañ, da lavarout eo da dommañ, d'ur stal a vez graet ur grazerez anezhi, a c'hall bezañ pe ul labouradeg pe ur stal-genwerzh vihan. Dre-se e teuont da vezañ mouk ha frond a sav diwarno. Goude-se e vezont malet.

Evit kaout evaj eo ret lakaat ar c'hafe malet da c'hlec'hiañ e-barzh dour tomm, met pevar doare pennañ all a vez kavet :

  • ar c'hafe turk (pe gresian) : lakaet e vez an dour da virviñ gant ar c'hafe malet munut. An doare koshañ d'ober eo;
  • ar c'hafe silet : skuilhet e vez dour tommm war ar c'hafe a zo bet malet ha laket en ur sil, a c'hell beza graet pe e paper pe e danvez (kotoñs peurvuiañ) pe e metal zoken;
  • ar c'hafe expresso (pe an expresso) : lakaet e vez dour berv dindan gwask da dremen e-barzh ar c'hafe malet
  • ar ristretto, anezhañ kafe berroc'h eget an "expresso", da lavaret eo gant nebeutoc'h a zour kaset e-barzh ar c'hafe.

A-benn gallout evañ ar gwellañ kafe eo ret malañ anezhañ, tre a-raok ar glec'hiañ, met kavet e vez bremañ kafe malet da werzhañ, e sac'hadoù bihan graet ar goullo enne , aesoc'h da embreger.

Doareoù buanoc'h zo da aozañ un tasad kafe:

  • ober kafe prim-ha-prim : n'eus nemet lakaat poultr-kafe en un tasad dour tomm;
  • c'hoari gant un ardivink-kafe : mekanikoù zo, kement hag un armel a-wechoù, a ziskenn kafe e tasoù. Peurliesañ e vez lakaet an ardivink da vont en-dro dre silañ pezhioù-moneiz e-barzh.

An anaoudeien, anezho tud troet gant evañ ar gwellañ kafe a c'heller da gaout, ne vezont ket plijet gant ar seurt doareoù : dezho o n'eus ket a wir kafe ma n'eo ket graet diwar greun nevez valet.

[kemmañ] Petra a vez lakaet gant lod en o c'hafe?

Gallout a reer lakaat meur a dra en un tasad kafe a-benn reiñ blaz dezhañ: *sukr (evel a graet gant an darn-vuiañ eus an dud), laezh, dienn, *chokolad ha meur a demz-boued evel kanell, *kraoñ-muskad ha kardamom

  • chikore, a zo bet diouzh ar c'hiz gant ar merc'hed o devoa bevet amzer ar verrentez e-pad ar brezel.

Darn a blij dezho lakaat hini kreñv a bep seurt e-barzh (rom, wiski, lagout-chistr e Breizh gwechall).

  • pa vez lakaet wiski (eus Iwerzhon peurvuiañ) gant koaven e vez graet Irish coffee eus an evaj;
  • pa vez sklaer ar c'hafe e vez graet meur a anv anezhañ: kafe seurezed, kafe Lokireg (gwelet e vez betek Lokireg a-dreuz, hervez Michel al Louz, eus Plouigno), kafe bisig, staot marmouz (e Louaneg)ha re all c'hoazh.

Un evaj tomm eo ar c'hafe dreist-holl. Koulskoude e vez aozet muioc'h-mui a evajoù yen-tre gant kafe e-barzh.

N'eo ket an holl a gav mat blaz ar c'hafe natur, hep lakaat netra ennañ, un evaj ken kreñv ha ken c'hwerv evel ma'z eo.

[kemmañ] Gwelet ivez

Te

Mate

Te ruz

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com