Karakal
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
C. caracal
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Caracal | ||||
Anv skiantel | |||||
Caracal caracal Schreber, 1776 |
|||||
|
Ar c'harakal, anvet ivez liñs Persia pe liñs Afrika (Caracal caracal, wechoù'zo Felis caracal) a zo ur c'hazh gouez bihan. An hini brasañ eus ar c'hizhier bihan eo gant ur pouez a 13-18 kg evit ar piri. Heñvel ouzh al liñnsoù ez int hag e-pad un amzer hir e kreder e oa ur c'har anezho. Dielfennadurioù genel o-deus diskouezet e oa tostoc'h ouzh ar serval. 65 cm e vez o vuzuliañ ar c'harakal gant ul lost a 30 cm. E c'haroù a zo hiroc'h eget re al liñsoù ha moanoc'h e vez. E vlevad zo variant e liv. Gris, ruz-gwinn pe melenn-traezh a c'hell bezañ. Un ebeut pennoù a zo du penn-da-benn. Saotrig ruz a zougen ar re yaouank war o c'hof met merk ebet a zo gant a re vras. Divskouarn hir gant ur bouch du o-deus. Anezho e tennont o anv - divskouarn du e turkeg.
Kavout a reer karakaled e Afrika hag Azia. E dezerzhioù ha damzezerzhioù e vevont dreist holl met o annez a c'hell enderc'hel strouezhegoù ha koadegoù. Ganto e-unanig pe e koublad e vevont. He evañ e c'hell chom e-pad un amzer hir tre - an dour o-deus ezhomm anezho a gavont en o freizhoù.
Un aneva noz eo ar c'harakal, met galloud a ra hemolc'h e-pad an deiz pa vez klouar an hinad. Skrignerien ha gedon a zebr dreist holl met ur gazellen pe ul lotrus yaouank e argas wechoù'zo. Ne zebr ket organoù diabarzh o freizhoù ha tennañ a ra kuit o blev. An evned a hemolc'h ivez hag o zapout war-nij e c'hell. Lammat ha pignat a ra mat tre ivez, ar pezh a aotre anezho da dapout hiraksed gwelloc'h eget tout ar gigdebrerien arall.
Ar c'harakal a c'hell bevañ 12 bloavezh en natur pe 17 bloavezh en erreoù. Aes da zoñvañ ez int hag evel un aneval-hemolc'h e vezont implijet en India. Ar garakaled a zo boutin a-walc'h met diaes kenañ da welout ez int.
[kemmañ] Ispesadoù
- Caracal caracal caracal, Reter Afrika, Kreiz Afrika hag Afrika ar Su
- Caracal caracal algira, Afrika an norzh
- Caracal caracal damarensis, Namibia
- Caracal caracal limpopoensis, Botswana
- Caracal caracal lucani, Gabon
- Caracal caracal michaelis, Turkmenistan (en arvar)
- Caracal caracal nubicus, Etiopia, Sudan
- Caracal caracal poecilictis, Afrika ar c'hornôg
- Caracal caracal schmitzi, Afrika ar c'hornôg, Iran, Arabia, India