Henc'hres
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Henc'hres a vez implijet evit lodenn ar bed gresianeger en Henamzer. Ouzhpenn al ledenez m'emañ ar Gres modern warni e tave Henc'hres d'an takadoù nes e-lec'h e rene ar sevenadur gresian pa oa deuet Gresianed evit o trevadenniñ : Kiprenez, aod Turkia e-tal ar mor Egaios (bro an Ionia en amzer-se), Sikilia ha Su Italia (anvet ar Magna Graecia) hag an annezioù strewet war aodoù ar broioù a zo hiziv Albania, Bulgaria, Egipt, Libya, Su Bro-C'hall, Reter Spagn, Jeorgia, Roumania hag Su Ukraina. War aodoù ar Mor Kreizdouarel ar Reter hag ar Mor du en deus renet ar sevenadur henc'hresian, treuskaset e hêrezh da Henroma ha da Impalaeriezh roman ar Reter. Ur pouez bras-tre en deus bet ar prederiadennoù, an arzoù hag an ijinoù henc'hresian er sevenadur europat.
Ne c'heller ket resisañ derou ha diwezh amzer an Henc'hres. Peurvuiañ e vez taveet d'an amzervezh a-raok an Impalaeriezh roman, met un tabut a zo e-touez an istorourien evit tremen pe get ar sevenadur minoan (echuet a-daol-trumm war-dro - 1100) da lodenn an Henc'hres pa vez degemeret sevenadur Mikenos evel unan gresian gant an holl.
Evel-se e padas 10 kantved amzervezh an Henc'hres :
- Eus - 1000 betek - 800 : an amzerioù teñval
War ar priajoù e weler tresoù mentoniel (linennoù, karrezioù, kelc'hioù)
- Eus - 800 betek - 500 : an amzer kozh
Delwennoù o mousc'hoarziñ ha gant un emzalc'h sonn a zo merk ar gizellerien gresian kozh.
- Eus - 500 betek - 323 : an amzer klasel
Gwellaet eo bet barregezhioù an arzourien koulz en delwennouriezh hag er savouriezh ken eo bet gwelet ar stil klasel henc'hresian evel ment ar c'hened gant ar remziadoù europat o heul betek hiziv.
- Eus - 323 betek - 146
An amzervezh hellenistel a vez graet eus ar mare a zeu marv Aleksander Meur betek aloubadenn ar broioù gresian gant ar Romaned.
En amzervezh hellenistel e kreskas takad ar sevenadur henc'hresian eus Egipt da vBaktria (Afghanistan ha Pakistan hiziv).