Gwaskoneg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Gaskoneg (Gascon) | |
---|---|
{{{statud}}} | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Frañs, Spagn |
Rannved : | Gaskogn, Val d'Aran |
Komzet gant : | 250 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Val d'Aran |
Akademiezh : | - |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | oc |
ISO 639-2 | oci |
Kod SIL | GSC |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ur rannyezh okitanek eo ar gwaskoneg komzet dreist-holl e Gwaskogn (Frañs) en departamantoù-mañ: Pireneoù-Atlantel, Pireneoù-Uhel, Lanneier, Jers, Jirond hag en ul lodenn eus Lot-ha-Garon, Garon-Uhel hag Ariège. Komzet e vez ivez e Val d'Aran e gwalarn Katalonia (Spagn) e-lec'h m'emañ unan eus ar yezhoù kenofisiel.
Peder isrannyezh a zo:
- lanneg (landais)
- bearneg (béarnais)
- ariejeg (ariégeois)
- araneg (aranès)
Levezonet kalz gant ar c'hatalaneg eo bet an araneg ha neuze ez eo deuet da vezañ disheñvel a-walc'h diouzh ar rannyezhoù gwaskonek all.