Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions Fañch an Uhel - Wikipedia

Fañch an Uhel

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

François-Marie Luzel a oa bet ganet d’ar 6 a viz Mezheven 1826 ha marvet d’ar 26 a viz C’hwevrer 1895, ha bez' e oa anezhañ ur folklorour, da lavarout eo un den hag a studie sevenadur ar bobl hag ur barzh brezhonek a zo bet graet « Barzh Treger » anezhañ gant e genvroiz. Anavezet eo ivez stumm brezhonek e anv, Fañch an Uhel, ha sinet en deus meur a varzhoneg dindan an anv Fañch ar Moal.

Delwenn Fañch an Uhel e Plouared.
Brasaat
Delwenn Fañch an Uhel e Plouared.

Taolenn

[kemmañ] Diwar-benn e anv

Tud zo o deus bet skrivet e oa bet roet dezhañ an anvioù « Fañch an Uhel » ha « Barz Treger », « war-lerc’h e varv gant ar vroadelourien » (sic). Rak a-hervez eo ret bezañ broadelour evit mont betek brezhonekaat e anv.

  • E 1856 en doa embannet un dastumad barzhonegoù gallek anvet "Les Chants de l'Épée", ha sinet gantañ Francès-Mary an Uhel.
  • E 1943 e oa bet embannet un dibab eus e varzhonegoù brezhonek anvet Ma C'horn-Bro, ennañ ur rakskid sinet gant ar c’hlasker Joseph Ollivier. Un notenn a zo e pajenn I ar rakskrid :

« E diegez a veze hanvet An Uhel, e Plouaret ha tro-dro ; hen ivez pa ne gemere ket eul leshano bennak, a sine e soniou hag e werziou Ann Uc’hel (pe Ann Huël, pe Ann Uhel)… »

  • E dibenn al levr-se ez eus ur roll eus e holl varzhonegoù brezhonek : 120 bennak zo anezho. 10 anezho zo sinet gant unan eus stummoù e anv.

Da neuze, mard eo ret bezañ broadelour a-benn ober gant un anv brezhonek, eo ret anzav e oa « Fañch an Uhel » unan eus ar vroadelourien-se.

[kemmañ] E vuhez

Ganet e oa e maner Keramborn, a oa neuze e parrez Plouared, p'emañ bremañ er C’houerc'had (pe ar C'hozh-Varc'had). E dad a oa François hag e vamm a oa Rosalie Le Gac, labourerien-douar. E Keramborn e veze beilhadegoù alies, rak honnezh e oa plijadur tud ar maezioù, dreist-holl e-pad nozvezhioù hir ar goañv. E skol ar bourk e reas anaoudegezh gant al livour Yan Dargent, a oa da vezañ unan eus e fealañ mignoned.

Abalamour d’e eontr ar C'hwerv (Le Huerou) a oa kelenner istor e Skolaj Roueel Roazhon eo e c’hallas mont di d’ober e studi ha da dremen e vachelouriezh. Sur-mat e hiraezhe, da noz e sal-gousket ar skol, d’e Vro-Dreger ha da veilhadegoù Keramborn, hag e wiske anezho en ur vantell romantel.

Deuet e-maez ar skol e soñjas mont da vedisin war vor, hag evit-se eo ez eas da studiañ da Vrest. Dilezel a reas ar studi-se avat ha klask a reas mont da gelenner. E gwirionez e oa mestr-studi (evel tudenn al levrioù Le Petit Chose, Le Bachelier, pe David Copperfield) ha ne gave ket tamm labour stabil ebet. E 1858 e kelenne e lise Naoned ha goude un nebeud mizioù e oa o labourat en ur burev e prefeti Roazhon ma reas anaoudegezh gant Adolphe Orain, a vo folklorour Bro-Roazhon.

Goulenn a reas digant Ministrerezh an Deskadurezh bezañ anvet da glask war-lerc’h dornskridoù kozh dre Vreizh-Izel, ha sikouret e voe gant an Tregeriad all Ernest Renan da gaout ur yalc'had a-berzh-stad evit se. Dont a eure a-benn da zastum evel-se un toullad mat a gontadennoù, a ganaouennoù, hag a bezhioù-c’hoari kozh, ma c’hallas sevel ganto meur a levr. Ar pep brasañ avat a voe dastumet e Treger ha Marc'harid Fulup, eus Plûned, eo an hini a zegasas dezhañ ar muiañ a zanvez.

E 1868 eo e krogas da embann an danvez dastumet. Da gentañ e teuas er -maez ar c'hentañ eus ar pevar levr a ya d’ober Gwerzioù ha Sonioù Breizh Izel. Er bloaz war-lerc’h ec'h embannas al levrad kentañ a gontadennoù, Contes et Récits populaires des Bretons armoricains.

[kemmañ] Tabut Barzaz Breiz

E 1872 e oa e Kendalc’h an Association bretonne (Kevredigez Breiz) e Sant-Brieg hag eno e lennas ur skrid a damalle da Gervarker, oberour Barzaz Breiz, bezañ embannet, 33 bloaz a-raok, kanoù ha n’en doa ket gallet klevout. Tabut a savas diwar-se, nac’het e voe embann e skrid gant Kevredigez Breiz, ma rankas an Uhel e embann e-unan. Ouzhpenn kant vloaz e padas tabut Barzaz Breiz. En un dezenn e skrivas Francis Gourvil e 1960 e oa bet ijinet kanoù al levr. Diwezhatoc’h e skrivas Donatien Laurent e oa bet kemmet kalz ar c’hanoù gant Kervarker, nemet atav (war-bouez nebeut) en devoa labouret diwar ganoù dastumet pe adskrivet gantañ e-unan.

Eus 1874 da 1880 e labouras evel kelaouenner politikel er gelaouenn republikan l'Avenir de Morlaix. Goude e voe barner a beoc’h e Daoulaz. E 1881 e kavas labour stabil a-benn ar fin evel dihellour e Dihelldi Departamant Penn-ar-Bed, e Kemper. Eno e reas anaoudegezh gant Anatol ar Braz, a oa o kelenn el lise, hag a zeuas da vezañ diskibl dezhañ pa zastumas kontadennoù ivez, nemet ne embannas ket anezho en o yezh orin, hag a reas enklaskoù eveltañ diwar-benn ar c’hoariva brezhonek kozh.

[kemmañ] Nac'het kelenn brezhoneg

E 1888 e skrivas da Renan evit ma c'houlennje digant Ministre an Deskadurezh reién aotre da Anatole Le Braz da gelenn brezhoneg e lise Kemper. Goulenn a reas Renan, met nac'het e voe an aotre.

[kemmañ] Bloavezhioù diwezhañ

Anvet e voe an Uhel da guzulier-kêr evel republikan, ha kemer a reas perzh e Kevredigezh Hendraouriezh Penn-ar-Bed, a oa renet gant Kervarker. E 1895 e varvjont o-daou, ar republikan yaouank a-raok ar beskont kozh.

[kemmañ] Penaos e laboure ?

  • Evit ar gwerzioù ha sonioù en deus klasket reiñ ar stumm a gleve, pa venne ober labour skiantel.
  • Evit ar c’hontadennoù e oa un tamm mat disheñvel.

Ne gomprene ket al ‘’labour skiantel ‘’ en hevelep doare. Dezhañ ne dalveze ket ar c’hontadennoù dre ar yezh nag evit o yezh. Ne oa nemet an danvez, steuenn ar gontadenn, hag a oa enne talvoudegezh skiantel. 1° Goude skrivañ un diverrañ eus ar gontadenn klevet gantañ ec’h adsave anezhi en e gambr. 2° Diwezhatoc’h e troe ar skrid e galleg evit an embann, o klask chom tost d’an troiennoù brezhonek a-wechoù.

  • Skrivet en deus (lizher meneget en ur pennad gant Françoise Morvan el levr Contes Bretons) e veze implijet an amzer-vremañ gant ar gonterien dreist-holl, hag e lakae an amzer dremenet en droidigezh. Hervez Françoise Morvan neuze en dije implijet an amzer dremenet e brezhoneg evit ober evel e galleg (pajennoù 178 ha 179 eus al levr).
  • Ma vez kavet stummoù eus Treger dreist-holl en e skridoù, e kaver ivez stummoù eus Leon, hag a-wechoù eus Kerne, betek e kontadennoù dastumet e Plouared.

[kemmañ] Tonioù

Siwazh ne oa ket bet notennet tonioù ar gwerzioù hag ar sonioù gantañ. Gant ar soner Maurice Duhamel e oant bet dastumet diwezhatoc'h, etre 1909 ha 1912, digant kanerien disheñvel diouzh ar re o doa kanet dirak An Uhel. Embannet en deus an tonioù-mañ, koulz ha re enrollet gant an Aotrou Vallée war pladennoù koar, en e levr "Musiques Bretonnes" deut er-maez e 1913.

[kemmañ] Embannadurioù brezhonek

  • Bepred Breizad, divyezhek, Montroulez, Haslé 1865. E embannadur kentañ e brezhoneg avat e voe an dastumad barzhonegoù brezhonek ha gallek Bepred Breizad, e 1865. Kanañ a ra ennañ Breizh, he fobl, he yezh… peadra da vezañ lakaet da vroadelour en amzer a hiziv ! (E 1943 el levr Ma c'horn bro, eo moarvat ar memes barzhonegoù a gaver hep ar galleg).
  • Gwerziou Breiz-Izel, daou levr, an Oriant, 1868 ha 1874.
  • Soniou Breiz-Izel, daou levr, Pariz, 1890 ha 1891.
  • Kontadennou ar bobl e Breiz-Izel, Kemper, ar Gwaziou, 1939.
  • Ma c'horn-bro, Kemper, ar Gwaziou, 1943.
  • Gwerzioù kozh Breizh, Al Liamm, 1970.
  • Kontadennoù ar Bobl, 5 levrenn, Al Liamm, 1984, 1985, 1988, 1989, 1994.

[kemmañ] Embannadurioù all

  • Sainte-Tryphine et le roi Arthur, Quimperlé, Clairet (1863)
  • Chants et chansons populaires de la Basse-Bretagne, Gwerziou I (1868)
  • Contes et Récits populaires des Bretons armoricains (1869). Embannadur nevez: PUR, Terre de Brume (1996), skrid kinniget ha diazezet gant Françoise Morvan, rakskrid gant Nicole Belmont.
  • De l'authenticité des chants du Barzaz-Breiz de M. de La Villemarqué Saint-Brieg, Guyon (1872)
  • Chants et chansons populaires de la Basse-Bretagne, Gwerziou II (1874)
  • Veillées bretonnes (1979) (embannadur nevez : PUR ha Terre de Brume, 2002, skrid kinniget ha diazezet gant Françoise Morvan).
  • Légendes chrétiennes de Basse-Bretagne Paris, Maisonneuve (1881) (embannadur nevez: PUR ha Terre de Brume, 2001, skrid kinniget ha diazezet gant Françoise Morvan)
  • La Vie de Saint Gwennolé, Quimper, Cotonnec (1889)
  • Chants et chansons populaires de la Basse-Bretagne, Soniou (1890)

[kemmañ] Levrioù

  • P. Batany, Luzel, poète et folkloriste breton. 1821-1895 Roazhon, Simon (1941)
  • Françoise Morvan, François-Marie Luzel, , Terre de Brume - PUR, Roazhon (1999)
  • Joseph Ollivier, Les contes de Luzel (Préface de Per Denez, suivie d'une Postface sur “Contes Bretons” PUR-Terre de Brume, 1994), Hor Yezh, 1995 ISBN 2-910699-11-0
  • Maurice Duhamel, Musiques bretonnes. Rouart, Lerolle et Cie, Paris, 1913. Adembannet gant Dastum e 1997

[kemmañ] Skrivet diwar-benn Fañch an Uhel

Skrivet gant Françoise Morvan er goudeskrid d’al levr Contes Bretons de Luzel (PUR/Terre de Brume, 1994).

    • …embannadur ar c’hontadennoù dornskrivet gant Al Liamm …bet lakaet da adskrivañ en ur skritur anvet « peurunvan » a ra anezho skridoù standardekaaet kempred en un doare faos. (p. 180)
    • O zalvoudegezh … eo diskouez Luzel o sevel war un dro an doare-skrivañ, an ereadurezh, ar c’heriaoueg ur yezh skrivet ha n’eus ket anezhi e gwirionez, hag a zo ar gomz-plaen vrezhonek, n’eo ket komz plaen ar sarmonioù, met yezh ar bobl, a rank treuzskrivañ evit ar wech kentañ.
    • Gwelout ober al labour-se dirak hon daoulagad, hag ober anezhañ dre an droidigezh, diwar gudennoù an tremen eus an eil yezh d’eben, sede petra a ra dezho bezañ a-vremañ, hep o far.

Diskiant ar brezhoneger a soñjfe eo gallout lenn ar yezh orin anezho a ra o zalvoudegezh .

    • …ar yezh, fiñvus, kemmus, strewet en he c’hant doare da gomz, a ro dezhañ ur frankiz a glask lakaat da vale dorn-ha-dorn gant reuter an unvaniñ desket er skolioù gall
    • … an doare-skrivañ ijinet gant Luzel… a ziskouez ur preder kaset en-dro gant ar c’hoant da aesaat ar c’hompren…
Doareoù-skrivañ zo ha n'int ket graet evit aesaat ar c'hompren.
    • … e zibaboù e-keñver an doare da skrivañ a ziskouez ur spered digor enebet-krenn ouzh reuter reizhennoù La Villemarqué hag a ya a-unan kenañ gant nac’h lakaat ar bobl da blegañ d’ur yezh « gwellaet » ha glanoc’h a ouenn

Ha pa gomzer eus glanded ar ouenn n'emaomp ket pell, anat, eus an naziegezh.

[kemmañ] Liammoù diavaez

http://www.communautarisme.net/grib/Sur-l-edition-de-Luzel-de-l-usage-des-copies-contre-les-manuscrits-ou-Le-dogme-contre-le-peuple_a28.html

E yezhoù all
THIS WEB:

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - be - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - closed_zh_tw - co - cr - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - haw - he - hi - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - ru_sib - rw - sa - sc - scn - sco - sd - se - searchcom - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sq - sr - ss - st - su - sv - sw - ta - te - test - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tokipona - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia 2008 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2007:

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - be - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - closed_zh_tw - co - cr - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - haw - he - hi - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - ru_sib - rw - sa - sc - scn - sco - sd - se - searchcom - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sq - sr - ss - st - su - sv - sw - ta - te - test - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tokipona - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia 2006: