Sant-Brieg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Sant-Brieg zo ur gumun lec'hiet e departamant Aodoù-an-Arvor hag e bro Breizh.
Sant-Brieg a ro e anv da Vro Sant-Brieg. Krouet e voe ar gêr er VIvet kantved gant ar manac'h Brieg, deut a vro Gembre. Ur manati a voe da gentañ, ha tamm ha tamm ur gêr a greskas tro-dro d'ar manati-se.
[kemmañ] Brezhoneg
Ur skol divyezhek a zo eno abaoe 1979. 3,7% eus ar vugale a zo ganti er c'hentañ derez. [1]