Cantigas
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Dornskrid Cantigas de Santa Maria a zo anezhañ unan eus an dastumadoù pouezusañ eus kanoù ar Grennamzer, a oa bet savet pa oa ar roue Alfons X El Sabio ( ar Fur) o ren e Kastilha (1221-1284). 427 kan zo ennañ.
Savet eo ar c'hanoù e galiseg, unan eus yezhoù lennegel Spagn da neuze. E pep hini anezho ez eus meneg eus ar Werc'hez Vari. Gwelout a reer ivez skeudennoù eus sonerien o son a bep seurt binvioù-seniñ.
En hon amzervezh ez eus bet klevet meur a laz-seniñ krennamzerel o kanañ ar c'hanoù-se, evel Tempradura, La Nef, Alla Francesca, l'Ensemble Unicorn ou Hespèrion XX.