Bro Gerne
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
evit sterioù all, sell ouzh Bro Gerne (digejañ)
Kerne (pe Kernev), Bro-Gerne (pe Bro-Gernev) a zo unan eus "broioù" (eskoptioù kozh) Breizh. Goleiñ a ra (dre vras) an div drederenn eus Su Penn-ar-Bed, un nebeud kumunioù eus ar Mor-Bihan (tro-dro da C'hourin) hag un toullad brav a gumunioù eus mervent Aodoù-an-Arvor (adalek Mur betek Menez Are). Kêr-benn ar gontelezh kozh hag an eskopti a zo Kemper. Sellet e vez ouzh brezhoneg Kerne evel ouzh unan eus an teir rannyezh a ya d'ober ar c'hKLT (nemet n'eo ket sklaer ha peder rannyezh vrezhonek zo evit gwir evel ma lavarer).
Kenorin eo an anv "Kerne(v)"-se gant hini Kernev-Veur : "Kernow". Anv ar rannvro vreizhveuriek a zo bet roet en tu-mañ d'ar mor ivez, met n'ouzer ket perak eo bet doublet lies a anvioù bro e Breizh-Veur hag e Galia (Domnonea, da skouer, Devon). E latin e vez graet gant "Cornugallia", pe a-wechoù "Cornubia".
[kemmañ] Kerne hiziv
218 kumun a zo e Bro-Gerne an deiz hiziv (Niveradeg 1999 : 456 307 annezer. Gorread : 5 979 km²).
[kemmañ] Liammoù
Nav eskopti hengounel Breizh | |
---|---|
Bro Gerne – Bro Zol – Bro Leon – Bro Naoned – Bro Roazhon – Bro Sant-Brieg – Bro Sant-Malou – Bro Dreger – Bro Wened |