Bartolomeu Dias
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bartolomeu Dias (war-dro 1450 - 29 a viz Mae 1500) a oa ur moraer hag un ergerzher genidik eus Portugal. Merdeiñ a reas betek Kab ar Spi Mat, e penn suañ Afrika, e 1488. Moarvat e oa an Europad kentañ oc’h ober kement-se.
En 1481 e oa bet Bartolomeu Dias gant Diogo de Azambuja, betek Aod an Aour (Ghana hiziv). Ur marc’heg e lez ar roue e oa Dias, merour meur sanailhoù ar roue ha mestr war al lestr São Cristóvão. Gant ar roue João II e voe anvet, d’an 10 a viz Here 1486, da gemer penn un ergerzhadenn a-hed aodoù Afrika, a-benn ober tro ar c’hevandir ha kavout un hent mor da vont betek Azia. Unan eus palioù ar veaj a oa ivez kavout bro ur roue kristen lesanvet an Tad Yann, a oa bet klevet komz diwar e benn gant an ergerzher João Afonso de Aveiro. Ma oa ur rouantelezh kristen en Afrika e felle da Bortugaliz mont e darempred ganti.
Prientiñ a reas Dias e veaj e-pad meur a viz ha kuitaat a reas Lisbon e miz Eost 1487 gant tri lestr, div garavellenn hanter-kant tonell hag ur vag all da gas ar pourvezioù. E-touez an dud all a oa asambles gantañ e c’heller menegiñ anvioù Pêro de Alenquer, a zanevellas beaj kentañ Vasco da Gama, ha breur Bartolomeu, Pêro Dias, a oa e penn an trede bag. Ganto ivez e oa daou Afrikan ha peder Afrikanez, a c’hellfe talvezout dezho da lomaned pe da jubennourien el lec’hioù ma vefe douaret ganto.
Bartolomeu Dias a reas gouel war-zu genoù ar stêr Kongo a oa bet ergerzhet er bloavezh a-raok gant Diogo Cão ha Martin Behaim. Goude-se e voe hedet aod Afrika ganto, hag en em gavout a rejont e Bae Walvis. Kollet e voe ar gwel eus an douar ganto goude-se ha tapet e voent gant ur gorventenn spontus a badas 13 devezh hag a gasas al listri pell war-zu ar su. Pa teuas an amzer sioul en-dro ez ejont war-zu ar reter da gentañ ha war-zu an norzh adarre. En em gavout a rejont en aod d’an 3 a viz C’hwevrer 1488, en ur bae a zo anvet bremañ Mossel Bay. En em gavet e oant er reter d’ar beg suañ en Afrika.
E miz C’hwevrer 1488 e voe hedet an aod ganto, war-zu ar reter. Pa voe sklaer dezhañ e oa tu da c’hoari an dro da Afrika ha da genderc’hel evel-se war-zu Indez e tivizas Dias mont war e c’hiz. War e hent distro e welas Kab ar Spi Mat, e miz Mae. Erruout a reas e Lisbon e miz Kerzu 1488, goude ur veaj 16 miz hanter.
Ar c’hab a anver bremañ Kab ar Spi Mat a voe badezet gantañ "Kab ar C’horventennoù" (Cabo das Tormentas), abalamour d’an amzer fall en doa kavet eno. Adanvet e voe Cabo da Boa Esperança (Kab ar Spi Mat), diwezhatoc’h, gant ar roue João II, dre ma oa bet digoret eno un hent war-zu ar reter. Ur gavadenn a bouez e oa an hent-se : evit ar wech kentañ e c’helle tud Europa ober kenwerzh gant Indez hag Azia hep rankout tremen dre ar Reter Nesañ. Kement-se a lakaas ar c’henwerzh dre ar Mor Atlantel da greskiñ. Er c’hantvedoù war-lerc’h e kreskas ivez kenwerzh ar broioù eus arvor ar Mor Atlantel hag e tigreskas hini broioù ar Mor Kreizdouar hag ar Reter Nesañ.
E 1497 ez eas Dias da-heul Vasco da Gama, en e veaj da Indez. Mont a reas ivez da-heul Pedro Álvares Cabral war ar Meurvor atlantel, en ur veaj ma voe kavet Brazil ganto e 1500. Mervel a reas war vor, er-maez da Gab ar Spi Mat : e vag a reas peñse war an aod e-kichen ar beg-douar en doa diskrivet da dud Europa.