39
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bloavezhioù: 36 37 38 - 39 - 40 41 42 |
|
Dekvedoù: 10 - 20 - Bloavezhioù 30 - 40 50 |
|
Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved |
|
Milvedoù: Iañ milved - Eil milved - IIIe milved |
Evit bloaz 39 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
Evit ar bloaz -39, gwelet ar bajenn : | -39 |
Evit an niver 39, gwelet ar bajenn : | 39 (niver) |
Evit an departamant gall 39, gwelet ar bajenn : | Jura (departamant) |
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
[kemmañ] Impalaeriezh roman
- Koñsul eo Kaligula ivez.
- Taol brezel Kaligula war ar Roen.
- Kaset eo Legio XV Primigenia ha XXII Primigenia war harzoù Germania.
- Iriennoù Cn. Cornelius Lentulus Gaetulicus, legad Germania uhelañ, M. Lepidus ha Cassius Chaerea. Gwadek eo ersavadenn ar galloud. Tapet aon gant an afer e kav gwelloc'h Kaligula chom hep kas da benn an taolioù brezel en doa rakwelet a-enep d'ar C'hermaned ha d'an Deutoned. Chom a ra e Roma e 40.
- Adgalvet eo Agrippa Iañ, da Roma. Anvet eo da roue Jude gant Kaligula
- Forbannet eo Tigellinus, ministr ha bet deuet mat gant an Impalaer kozh Neron, evit bezañ bet darempredoù rev gant c'hoarezed Kaligula.
- Dileurierezh yuzev da Roma kaset gant ar prederour Philon, evit sevel a-enep d'ar mod d'ober ouzh ar Yuzevien e Aleksandria.
- Da-heul distruj un aoter gouestlet d'an impalaer Kaligula gant Yuzevien e Jamnia, e ro urzh an Impalaer da lakaat e zelwenn e-barzh templ Jeruzalem. Karget eo Publius Petronius, gouarnour Siria da lakaat sevel an delwenn. En ur vont tre e Ptolemais en em gav penn ouzh penn gant ur vanifestadeg bras-bras a Yuzevien harpet gant un dileurierezh a-berzh Herod Agrippa. Dont a ra a-benn Petronius da sioulaat ar jeu ha da ampellañ savidigezh an delwenn betek marv Kaligula (24 Genver 41).
- Dont a ra a-benn Domitius Afer da suraat goñsuliezh.
[kemmañ] Azia
- Ersaviñ a ra ar C'hoarezed Trung a-enep da levezon Sina e Viêt Nam.
[kemmañ] Relijionoù ha mitologiezhioù
[kemmañ] Arzoù ha sevenadur
[kemmañ] Teknikoù ha skiantoù da dalvezout
[kemmañ] Buhez pemdez ha dudi
[kemmañ] Ganedigezhioù 39
- Titus Flavius Sabinus Vespasianus, Impalaer roman
- 3 Du - Lucan, barzh roman
- 30 Kerzu - Titus Flavius, impalaer roman (79-81)
- Julia Drusilla, merc'h an Impalaer roman o ren Kaligula.
- Britannicus, mab da Klaoda an Impalaer roman da zont ha d'he zrede gwreg Mesalina.
[kemmañ] Marvioù 39
- Herod Antipas, roman, tetrark Galilea ha Perea
- Seneka Gozh, istorour ha rhetor roman bet ganet e Spagn (° -55, 93 bl.)
[kemmañ] Gwelet ivez
- Roll ar Pennoù Stad e 39