Yezhoù eskimoek-aleutek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur familh-yezhoù eo ar yezhoù eskimoek-aleutek komzet e Kalaallit Nunaat(Greenland), Kanada, Alaska hag e lec'hioù zo eus Siberia. Er familh-se emañ diouzh an tu ar yezhoù eskimoek a reer inuktitut anezhe e norzh Alaska, Kanada ha Kalaallit Nunaat ha diouzh an tu all ar yupikeg e kornôg Alaska hag yuiteg hag an aleuteg e Siberia.
Setu penaos e vez renket ar yezhoù eskimoek-aleutek:
Yezhoù eskimoek-aleutek
- Yezhoù aleutek
- Aleuteg
- Rannyezhoù ar C'hreiz-Kornôg: Atkaneg, Attuaneg, Unanganeg, Beringeg (60-80 a gomzerion)
- Rannyezhoù ar Reter: Unalaskaneg, Pribilofeg (400 a gomzerion)
- Aleuteg
- Eskimoeg
- Yupikeg (10,000 a gomzerion)
- Alutiiq (pe Yupikeg Pleg-mor Habask) (400 a gomzerion)
- Yuiteg (pe Yupik Kreiz-siberek) (Inizi Chaplinon ha St Lawrence, 1400 a gomzerion)
- Naukaneg (70 a gomzerion)
- Sirenikeg (1 c'homzer)
- Inupik (pe inuiteg) (75,000 a gomzerion)
- Iñupiaq (northern Alaska, 3500 a gomzerion)
- Inuvialuktun (pe inuktuneg) (kornôg Kanada)
- Inuktitut (reter Kanada; gant inuktuneg, 24.000 a gomzerion)
- Kalaallisut (Kalaallit Nunaat, 47.000 a gomzerion)