Noriked
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
An Noriked a oa ur bobl geltieger e Kreiz Europa. War-dro 200 kent JK e voe diazezet ganto Rouantelezh Norikon (latin: Regnum Noricum). 13 meuriad a oa o chom e Norikon, met n'anavezomp nemet 8 eus o anvioù: Ambidraved, Ambilined, Ambisonted, Helveted, Laianked, Taorisked (pe Noriked propr), Saevated hag Uperaked.
[kemmañ] Rouantelezh Norikon
Kêrioù pennañ Norikon a oa Noreia (kêr-benn ar rouantelezh), Virunon (Sankt-Peter-im-Holz, Karintia), Ovilava (Wels, Aostria-Uhel), Agunton (Lienz, Tirol) ha Lauriakon (Lorch) en Aostria a-vremañ ha Celeia (Celje) ha Poetovio (Ptuj) e Slovenia. Brudet e oa ar vro evit an houarn a veze eztennet eno.
Er bloavezh 15 kent JK e voe aloubet Norikon gant Impalaeriezh Roma. Dindan ren Diokletian (245-313) e voe rannet Norikon e div broviñs roman, Noricum Ripense en Norzh ha Noricum Mediterraneum er Su. Er Vvet kantved ec'h aloubas meuriadoù slavek an div rannvro.
[kemmañ] Yezh an Noriked (norikeg pe keltieg ar reter)
War a seblant, e oa an norikeg kar d'ar galianeg. Ur yezh p-keltiek e oa evit doare. Anavezet eo anvioù-tud hag anvioù-lec'hioù dreist-holl. N'eus nemet ur skrid dionomastek a zo bet miret. Darn Grafenstein a vez graet anezhi. Setu an destenn en he fezh:
MOGE.ES[
P.II-LAV.EX[
NE.SADIÍES[
OLLO.SO.VILO[
ONA C [...]
OLLO.SO[
P LVGNV.SI
Ne gomprener ket mat an destenn-mañ, met moarvat e talvez "ollo so" kement hag "an holl-se".
An norikeg a yeas da get en Eil kantved goude JK.